Diskaret eo bet ar sevenadur hengounel dre nerzh an aezhenn. Deuet eo ar bed da vezañ bihanoc’h dre nerzh an eoul-maen. Arvarusoc’h eo ar brezelioù abaoe ma vez tennet splet eus an energiezh nukleel. Mont a ra an eskemmoù fonnusoc’h dindan veli an urzhiataerezh. Hag-eñ e vo ken bras levezon an naouegezh artifisiel (NA) war ar c’hevredigezhioù tud ? Maget eo bet awen ar skrivagnerien skiant-faltazi gant ar goulenn-se a-hed an ugentvet kantved. Ankenius eo frouezh o freder evel mousc’hoarzh ur robot en ur melezour.
gant Tangi Legavre
Diharz eo ijin ar skrivagnerien skiant-faltazi. Kinnig a reont ar pezh a vije bet c’hoarvezet ma vije bet disheñvel red an darvoudoù tremenet (distopiezh). Sevel a reont o istorioù en ur mare (ukroniezh) pe en ul lec’h (utopiezh) n’eus ket anezho. Bras eo o frankiz. Gellout a reont kemer penn un nebeud hentoù a chom dall evit ar skiantourien a zo stag ouzh gwirionded ar fedoù. Degas a ra an deskadurezh sklêrijenn d’an dud. Kudennek eo deskadurezh ar mekanikoù. Deskiñ don (deep learning) ha mekanik deskiñ (machine learning), an troioù-lavar-se a zo e-kreiz prederiadennoù ar skrivagnerien skiant-faltazi. Pa ouzer e ya o galloud jediñ war greskaat en ur mod eksponantel hervez lezenn Moore e vo aes d’ar mekanikoù dielfennañ roadennoù an endro ha kinnig un diskoulm d’ar c’hudennoù gant implijout un energiezh ad minima. Penaos e c’hello mab-den tremen hepto, en em zisujañ eus o freder ?
Organek, diorganek, damorganek
Estreget skrivagnerien skiant-faltazi a zo dedennet gant tem an NA. Brudet eo an istorour Yuval Noah Harari evit bezañ skrivet skridoù-arnod diwar-benn diorren Mab-den. Sellout a ra pennadoù diwezhañ e levr Homos Deus ouzh al liammoù nevez war sevel etre empennoù an dud hag ar mekanikoù emren. Pouezañ a ra war ar fed emañ ar roadennoù e kreiz ar c’hudennadur. Piv a vo an hini barrekañ evit tennañ splet diouto ? An algoritm pe an hini en deus savet an algoritm ? Amañ ez eus ur vammenn a-zoare evit aweniñ ar re o deus troc’het da vat gant o gwriziennoù denel. Postet o deus Elon Musk (SpaceX, Tesla, X…) ha renerien Alphabet (Google…) kalz energiezh hag arc’hant e raktresoù evit gwellekaat al liammoù den/mekanik. Implijout a reont ur ger gwall anavezet gant skrivagnerien ar bloavezhioù 50 : cyborg. Renabliñ a ra Mark O’Connell en e levr To be a machine an taolioù-intrudu evit emplantañ binvioù niverel en organegoù. Ur bazenn gentañ eo an dreuzdenelouriezh war-zu an naouegezh ouzhpennet. Gellout a reer kemer an hent en tu-gin. Marteze e welimp an urzhiataerioù galloudusañ implijout an TDN (trenkenn dezoksiribonukleek). Emdreiñ a rafe ar mekanikoù diwar un danvez tennet eus ar vuhez organek. Ma vefe kemeret e kont ar raktresoù diwar-benn an urzhiataerioù kwantek hag al labourioù gouestlet d’an nanokompozennoù e welfed emeur e-kreiz un dispac’h teknologel. Biskoazh n’en dije kredet Frank Herbert, p’ en doa skrivet Dune e 1965, e vije bet ken berr ar prantad a chom dirak tud ar bloavezhioù 2020 a-raok kejañ gant ar mekanikoù emskiantek. 2030, 2050, 2070… emañ deiziad an unveziadegezh teknologel o tostaat. Pa vo treuzet al linenn-se gant un NA e c’hello merañ he diorren hec’h-unan, eme Ray Kurzweil en e skrid-arnod The singularity is nearer.
Un NA eo mab-den
Hervez ur vojenn gwall vrudet, implijet meur a wech gant ar skrivagnerien skiant-faltazi, eo bet krouet Mab-den gant ijinourien deuet eus an egor. Adaozet o deus TDN ar marmouzed evit krouiñ ur spesad nevez. E-touez an holl skrivagnerien o deus tennet splet eus ar mennozh-se e c’heller menegiñ Doris Lessing, stourmerez benelour hag eneptrevadennour. Ebarzhet he deus he frederiadennoù politikel en he romantoù. Ar wech-mañ ez eo Mab-den un NA, tennet eus an deñvalijenn diemskiantek a-drugarez da ijinouriezh c’henetek ur spesad all. Perak eo aet kuit an ijinourien-se ? Echu eo o labour ganto ? Erru int skuizh gant o c’hrouadurioù a zo deuet da vezañ re niverus ha troet d’ar feulster ?






Buheziñ an danvez
Abaoe pell e fell d’an arzourien, d’ar strobinellourien pe d’ar skiantourien bezañ par d’an doueed. Krouiñ un den diwar un danvez divuhez a zo ur glaoustre a gas an hini dizaon dreist harzoù ar follentez. Sevel a ra ar sorser treset gant Henry James (The Magician) un homunculus, ur meni fetus bac’het ha maget en ur gorzenn-sich. Sevel a ra ar rabin Loew ur c’hrouadur pri evit difenn yuzevien ar ghetto (Das Golem gant Gustav Meyrinck ; The Golem gant Isaac B. Singer ; The Golem gant Moshe Idel). Brudetoc’h eo romant Frankenstein gant Mary Shelley. E Sant-Brieg e voe skrivet L’Eve Future gant Villiers de l’Isle-Adam e 1885. Sevel a ra ur skiantour anvet Edison ur robot e stumm ur vaouez evit e vignon Lord Ewald en deus dismegañs ouzh ar maouezed kig hag eskern. En holl levrioù-se e teu ar c’hudennoù war-wel pa fell d’ar grouerien reiñ un emskiant d’o c’hrouadur. Ur villigadenn eo war an imbourc’herien a zo prest da sevel ur mekanik diouzh skeudenn an den. Hag-eñ ez eus ur vallozh heñvel war ar brogrammerien e-karg eus diorren an NA ?
Alies e vez graet ur gavadenn skiantel veur dre zegouezh. En ur glask louzeier evit ar galon e vez kavet ur formulenn evit gwellaat temz-spered an dud. Meur a gavadenn a zegas traoù pozitivel (antibiotikoù, tredan, vaksinoù…). Gellout a reer kaout douetañs diwar-benn araokadennoù all (energiezh nukleel). Luzietoc’h eo kudennadur an NA. En em soñjal a ra Mab-den diwar-benn e identelezh don. Petra dalvez bezañ emskiantek ? En amzivin emañ Mab-den dirak e c’halloud. Diskoachañ a ra ar skrivagnerien skiant-faltazi hentoù kuzh ha hentoù-dall. Gellout a reer kaout fiziañs en o awen tra ma ne vez ket implijet un NA ganto evit skrivañ romantoù.



