Goude Makedonia, ar broioù Balt, hag all, kenderc’hel a ra an avantur ! O klask war-lerc’h foeterien nevez emañ an abadenn evit he 13vet koulzad.
Pep daouad a ranko kemer perzh e amprouadennoù dic’hortoz ha dizoloeiñ ur vro nevez. Peadra da gaout un tañva eus he istor hag e sevenadur ! Met da ziwall zo rak e fin ar c’houlzad ne chomo nemet unan.
Pep skipailh a gemer perzh evit kont ur gevredigezh choazet ganto.Digor eo ar casting d’an holl vrezhonegerien-ezed etre 18 ha 65 bloaz. Mamm pe tad ha mab pe merc’h, mignoned-ezed, amezeien ha kement zo, klask a zo war-lerc’h skipailhoù a bep seurt !
Titouroù pleustrek :
Prentad treiñ : eil hanterenn miz Eost
Darempred :
mail : foeterien@gmail.com
Facebook Instagram (@foeterien)
CV ha lizher pe video emginnig da vezañ kaset a-raok fin miz Meurzh 2024.