Un hanter gantved war-lerc’h fin ar steudad beajoù Apollo e krog an Nasa gant re ar steuñv Artemis. Kaset e vo tud da gerzhet war al Loar gant Artemis III e 2026 d’an abretañ, ha n’eo ket e 2025 evel ma oa bet raktreset. Pal ar steuñv eo lakaat tud da chom war hir dermen war al Loar, sevel ur savlec’h egor en he c’hichen evit frammañ ha pourveziñ fuzeennoù da vont war-du Meurzh. Un darvoud a bouez e spered an dud e voe ar c’hammedoù kentañ war al Loar e 1969. Ne oa abeg ekonomikel ebet d’ar steuñv Apollo koulskoude
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.