Brezel-Divrezel, ar romant hirañ bet skrivet e brezhoneg

Ur gronikenn skrivet gant Paol ar Meur

Brezel-Divrezel, 859p., 39€, emb. gant Kêredol, 2025

Skrivet en doa Mikael Madeg daou romant hir spontus, Dispac’h, 635 pajennad, embannet e 2014 (da lenn e niverenn 398 Bremañ, / Kerzu 2014), Petra din me, 935 pajennad, embannet e 2020 (da lenn e niverenn 432 Bremañ, Here 2020). Emañ o paouez kinnig un trede hini d’al lennerien, Brezel-Divrezel, 897 pajennad, met gant lizherennoù bihanoc’h eget en daou skrid all. Ar romant hirañ bet skrivet e brezhoneg eo marteze. Ennañ e laka ar skrivagner e vamm da gontañ, en ul leoneg pinvidik, he bugaleaj hag he yaouankiz, etre an daou vrezel, hag e-pad ar brezel diwezhañ, e kornad Landivizio, war ar maez, hag e Pariz, en ur c’harter poblek a yae Yuzevien d’ober an hanter eus ar boblañs ennañ, brezhoneg gant an holl e maezioù Bro-Leon, yiddish gant kalz tud e straedoù ar gêr-gapital. 

Ul Leonad bet ganet e Gwinevez eo tad an dudenn bennañ. Graet en doa anaoudegezh gant e zanvez-pried e Belgia pa oa bet gloazet e-kerzh un emgann e penn kentañ ar Brezel Bras ha digoret e voe gant ar c’houblad ur stal-vara e Pariz un nebeud bloavezhioù war-lerc’h. Pa oa mamm an dudenn bennañ o c’hortoz un eil merc’h, hag e oa re enk al lojeiz, e oa bet kaset eben da vro an tad da dremen un nebeud bloavezhioù e familh hennezh. Brezhoneg yac’h a voe desket ganti evel-se. Roet en deus ar skrivagner da c’houzout, da geñver ur brezegenn diwar-benn e oberennoù nevesañ, eo diazezet an hanter eus ar skrid-mañ war zarvoudoù gwir. Frouezh e faltazi eo an hanter all. Lakaat a ra ar romant da gompren an diforc’hioù bras a oa, d’ar c’houlz-se, etre daou endro bevañ a c’helled mont eus an eil d’egile gant an treñ. Darvoudoù istorel zo kontet ennañ ivez, evel ma oant bet bevet gant an dudenn bennañ, evel donedigezh an Alamaned war aodoù Breizh, tec’hadeg ar Barizianed pa oa bet trec’het arme Frañs, ar reuz degaset gant donedigezh ar Bagadoù Stourm e Landivizio, ar skoazell guzh da enebourien an Alouberien ha skrapadeg ar Vel d’Hiv. Darvoudoù kontet gant ur plac’h, gant he mod dezhi da sellet ouzh an traoù, a ya d’ober danvez ar romant. Gwirheñvel e chom koulskoude rak kustum eo Mikael Madeg d’ober gant disoc’h enklaskoù don pa vez o taolenniñ endroioù bevañ aet da get.

Evit goulenn al levr : mikael.madeg.keredol@orange.fr  

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù