Ledenez Saziley, Mayotte/Maore, Ebrel 2022 testenn ha tresadennoù gant Riwal Couix "Sell, aze ez eus unan !" eme Sébastien dre chuchumuchu. Abaoe div eurvezh e c'hortozomp asambles dindan ar stered en ur evezhiañ an draezhenn. Un dra deñval a welan a-boan e-barzh eon ar gwagennoù o tarzhañ war an traezh. "Arabat fiñval, ha gouloù ebet !" Ar vaot-vor gentañ an hini eo a welan war an douar, hag ur mell hini eo ivez, tost ur metr ugent ! Pignat a ra gant an draezhenn o leuskel ur roud souezhus war he lerc'h, evel hini ur rod traktor. Kerkent erruet war
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.