Ergerzhourien ar Meurvor Habask

Christchurch, Aotearoa, Zeland-Nevez | Kerzu 2015 testenn ha tresadennoù gant Riwal Couix Anavezout an tiriadoù hengounel : anzav a reomp e c’hoarvez an darvoudoù-mañ e bro ar bobl Maori, anvet Aotearoa e maorieg. E miz Kerzu emaomp, hag an hañv eo amañ. O vale a-hed aber ar stêr Avon emaon, tornaodoù sonn a-us da'm fenn. En dour ez eus ur bagadig laboused, hir o favioù hag o figos, arlivioù tomm war o bruched ha barennoù gwenn ha du war o lost… marc’heged ruz1, o tebriñ el lec’hid emaint. Limosa lapponica, Bar-tailed Godwit pe Kuaka e maorieg : da vare an

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Connexion pour les utilisateurs enregistrés
   

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù