Fahrenheit 451 | Ray BRADBURY
An Alarc’h – 11 €
Tangi Legavre (ha bodad lenn Skol an Emsav)
Tra ma vo devet levrioù, ne vo ket didalvoud lenn un oberenn veur evel Fahrenheit 451. Un taol intrudu a-feson eo lakaat anezhi e brezhoneg. Un digarez eo evit (ad)dizoleiñ un distopiezh a ginnig d’al lenner ur gevredigezh e-lec’h ma vez skuilhet kerozen war al levrioù gant paotred an tan. Chalus eo meizañ e teu hor bed da vezañ heñveloc’h-heñvelañ ouzh an hini bet goveliet gant Ray Bradbury e 1953. Daoust ma ne oa ket eus ar rouedadoù sokial d’ar c’houlz-se, diaes eo chom hep ober ul liamm etre izili ar familh, bannet o skeudennoù ouzh mogerioù ar saloñs, hag hor mignoned niverel a vremañ. Livañ a ra Bradbury ur bed trouzus (emañ ar brezel o tostaat) ha dizenel (evezhiet e vez ar geodedourien gant kameraioù). Adkavout a reer patrom ar gêr divent a voug hec’h annezidi. Ober a reer anaoudegezh gant Montag, paotr an tan. Daoust d’e vicher e krog da vezañ sorc’hennet gant hudouriezh al lizherennoù moullet. Gwelet a reer e emdroadur a-feur ma’z a e breder war-raok. Disentiñ a ra. Mont a ra da vevañ er c’hoadoù gant an hiniennoù all o deus divizet gouestlañ o buhez da saveteerezh al levrioù. E don o memor eo garanet barzhoniezh an henamzer, pell diouzh safar ur bed diroll. Fahrenheit 451, ar gwrezverk rekis evit deviñ ar follennoù paper, a zo ul levr mat da vezañ lakaet e daouarn an holl evit e dalvoudegezh prederourel. Koulskoude e vo hegazet meur a lenner gant dibab an troour en deus implijet gerioù arnevez ar brezhoneg an aliesañ ar gwashañ. Emeur pell diouzh eeunded ar saozneg, yezh orin ar romant. Traduttore, traditore. Treiñ a zo trubardiñ.



