Nerzh, CD 18,30€
Gant Bagad Kemper & Red Cardell,
emb. Coop Breizh
gant Maksim Touzé
Nag a nerzh gant ar bladenn-mañ ! N’eo ket gaou an anv-mañ. Ha n’eo ket ar wech kentañ e labour asambles Bagad Kemper ha Red Cardell, an trede gwech an hini eo. E 2011 o doa labouret asambles evit ar wech kentañ hag embannet e oa bet e 2013 Fest-rock (un albom live an hini e oa) ha Gwenn-Ha-Du e 2014. Ha santet e vez ez eus ur gwir hesoniezh etre an daou strollad-se a lide ar bloaz paseet an 70vet bloaz evit ar bagad hag an 30 vloaz evit ar strollad. Diwar youl ar bagad evit lidañ o deiz-ha-bloaz e oa bet boulc’het ar raktres. Ur gwir genlabour eo bet : pennsoner ar bagad, Steven Bodénès en deus kompozet ar sonerezh, a-wechoù diwar donioù hengounel, ha goude en deus savet Jean-Pierre Riou ar pozioù da lakaat warnañ. Alies a-walc’h e vez graet ar c’hontrol. Eizh ton a gaver war ar bladenn-mañ. An ton kentañ evit digoriñ ar bladenn en ur mod sioulik a-walc’h ha goude n’ho peus c’hoant nemet da zañsal, fest-noz pe rock, diouzh ho c’hoant !