Skinoù an heol, skinoù ar velo

gant Tangi Legavre

Digoumoul eo an oabl. Skediñ a ra an heol. Er pellder, klevout a reer sarac’h an delioù pa c’hwezh an avel dre skourroù ar gwez-pupli. C’hwek eo an aer a dremen dre ar prenestroù damzigoret. Mallozhiñ a ra ar c’helenner an nevez-amzer. Penaos derc’hel evezh ar skolidi war ar fonksionoù logaritm ? N’int ket kizidik ken ouzh kened ar matrisoù. Chom a reont diseblant ouzh hudouriezh an egorioù Calabi-Yau. Trec’h eo o c’horfoù war o fennoù. Fellout a ra dezho santout ar c’hwez o redek ouzh o zalioù, ar boan o reutaat o c’higennoù, an aer o teviñ o skevent. Ne c’hell ket an daolenn zu enebiñ ouzh galv ar maezioù. Evelkent, kinnig a ra ar bedagogiezh un diskoulm d’ar c’helenner mennet : serriñ e sal-skol war e lerc’h ha kas e skolidi d’ar menezioù heoliet e-lec’h ma tremen heuliadeg an Tour de France. Goude bezañ dilezet o beloioù war ribl an hent e c’hortozont ar rederien a vicher. Amzer o deus da staliañ daou radar e pennoù ul linenn eeun o pignat. A-drugarez d’an daveennoù GPS, notennet o deus uhelder an daou radar. Goude bezañ muzuliet tizh ar rederien ha jedet dregantad an naou, ne chom dezho nemet ouzhpennañ ar roadennoù foran (pouez ar reder hag ar velo, dedro an troadikeller, nerzh an avel, presesiad ar c’hehedezioù hervez an deiziadur Maya). Dielfennet eo ar roadennoù-se gant lezennoù mirout an energiezh. Na koll na gounit, en em dreiñ a ra pep tra. Hervez an disoc’hoù e c’heller renkañ ar rederien e meur a live : a-youl vat, a vicher, kampion, dreistordinal, dizenel, elfenn vevoniel ezdouar, gweledigezh doueel. N’eus kentel ebet gwelloc’h eget ar poelladennoù war an dachenn evit kompren talvoudegezh ar matematikoù. Skuizh-divi eo ar skolidi. Meizet o deus koroll ar sifroù kuzhet a-dreñv ar gwirvoud. Meizet o deus poan ar c’hig-torr degaset gant ar c’hourdonadeg. Poent eo d’ar c’helenner prientiñ e gentel da zont: « Erruout en degouezh a-raok loc’hañ : penaos gounit ur redadeg kwantek ? ».

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù