Stad Brest e Kib Europa, ur pezh mell trec’h

Evit ar wezh kentañ en e istor eo deuet a-benn Stad Brest da gemer perzh en ur c’hib Europa (Kevre ar Gampioned mar plij !), gant unan eus boujedennoù disterañ ar C’hevre kentañ. Frouezh labour ur gourdoner gant e skipailh, frouezh labour ar prezidant hag e holl goskor war hir dermen.

pennad gant Gwenole Gernigon ha skeudennoù gant Dominique Cardinal

Krouet e voe Stad Brest er bloavezh 1950 dre vodañ ar patronajoù katolik evit talañ ouzh klub laik Brest ar mare-se, an ASB, hag a rae berzh. Tamm-ha-tamm e voe pignet gant ar c’hlub holl liveoù ar vell-droad amatour. Dont a reas da vezañ ur c’hlub a-vicher er bloavezhioù 1970. E 1979 e pignas er c’hentañ rummad (division 1) evit ar wezh kentañ. Diskennet en eil rummad bloaz war-lerc’h e teuas da vezañ kampion ar rummad-se ha pignat a reas en-dro er rummad kentañ e 1981.

Ar bloavezhioù 1980 a voe bloa-vezhioù a verzh bras pa c’hoarias ar c’hlub seizh koulzad diouzh renk er c’hentañ rummad gant c’hoarierien brudet evel Drago Vabec, Jose Luis Brown, Roberto Cabanas, Paul Le Guen, David Ginola… Siwazh ne oa ket meret mat kontoù ar c’hlub, ken dispigner ha ma oa ar prezidant Yvinec, ne ouezas ket, ouzhpenn-se, derc’hel darempredoù mat gant e sponsor pennañ, ar gourmarc’hadoù Leclerc, da-heul un tabut savet diwar-benn ar gourdoner Raymond Keruzore e 1987.

© Dominique Cardinal

E 1991 e voe graet freuz-stal gant ar c’hlub a rankas adkregiñ gant an traoù en trede rummad. Goude 13 bloavezh start en trede hag er pevare rummad e adkavas Stad Brest an eil rummad hag ar vell-droad a-vicher e 2004, gant ur skipailh ma c’hoarie Franck Ribery ennañ, hag eñ yaouank-flamm.

E 2010, tost ugent vloaz goude ar freuz-stal, e voe tizhet ar c’hevre kentañ. E 2013 e tiskennas ar c’hlub er c’hevre 2 a-raok pignat en-dro e 2019. Er pevar c’houlzad war-lerc’h e teuas a-benn Stad Brest da chom er c’hevre kentañ, renket etre an unnekvet plas (e 2021-2022) hag ar seitekvet plas (e 2020-2021). Start e oa bet penn-kentañ ar c’houlzad 2022-2023 pa oa ar skipailh e dibenn ar renkadur hag en arvar bras da ziskenn. Ouzh ar gourdoner Michel Der Zakarian e voe erlec’hiet Eric Roy e-kreiz ar c’houlzad hag hemañ a zeuas a-benn da gaout disoc’hoù ken mat ken ma chomas ar c’hlub er c’hevre kentañ. Pa grogas gant ar c’houlzad 2023-2024 n’en doa Stad Brest nemet ur pal : chom a-us d’ar 15vet plas en ur c’hevre strishaet, 18 klub nemetken ennañ.

Pa oa bihan boujedenn ar c’hlub ha fur ar prezidant Le Saint ne voe graet taol bras ebet war marc’had an trañsferioù e-pad an hañv 2023. Kroget e voe gant ar c’houlzad nevez gant ur strollad peuzheñvel ouzh hini ar c’houlzad bet, panevet e oa bet gwerzhet Franck Honorat d’ar Borussia Mönchengladbach, un afer vat evit kempouezañ ar c’hontoù. Gwazhweler e oa lod eus harperien Stad Brest a-raok deroù ar c’houlzad eta, laouen ma chomfe ar c’hlub er c’hevre kentañ.

Ha koulskoude…

D’an devezh kentañ a-enep an RC Lens, hag en doa echuet ar c’houlzad kent en eil plas, e teuas a-benn ar skipailh da vezañ trec’h goude bout bet daou bal dilañs. Goude 6 devezh kampionad e pignas ar c’hlub e plas ambilh ar c’hevre kentañ evit ar wezh kentañ abaoe miz Here 2010. Meur a hini a soñje dezhañ ne vije ket padet ar stad a c’hras-se hag ar c’hoarierien hag o gourdoner ne gomzent nemet eus klask chom er c’hevre kentañ.

Match
22/09/2024
SB29 - Tolosa FC 
2-0
Match 22/09/2024 SB29 - Tolosa FC 2-0 © Dominique Cardinal

Un nebeud mizvezhioù war-lerc’h, avat, da vare Nedeleg, e oa c’hoazh Stad Brest war podiom ar c’hevre kentañ goude bezañ roet lamm pizh ha kempenn d’an Oriant en derbi : 4-0. Krog e oa ar gazetennerien d’en em c’houlenn ha ne zeuje ket a-benn Stad Brest da dapout ur plas da vont e kib Europa a-benn ar fin. Pa veze graet ar goulenn gant koskor ar c’hlub avat e chome divrall : tra ma ne vefe ket asuret e chomfe Brest er c’hevre kentañ n’en defe pal all ebet.

E miz C’hwevrer e voe tizhet ar pal, goude meur a grogad glorius, evel e Park ar Briñsed, e miz Genver, ma talc’has penn ar ‘vorlaeron’ d’ar PSG pe c’hoazh pa rojont lamm da skipailh Strasbourg 3-0 en e stad. Staliet mat en eil plas ar renkadur e oa ar skipailh ha sklaer e teue da vezañ un danvez Europad… E dibenn miz Ebrel, goude un derbi diroll (trec’h 5-4 goude bezañ bet 2 bal dilañs…) e Roazhon e teuas Stad Brest da glub europat evit ar wezh kentañ en e istor (betek-henn e oa bet an 8vet plas e renk gwellañ er c’houlzad 86-87). Gallout a rae tregerniñ an diskan « Stad Brest kib Europa », war ton « Pump It up », diouzh tribunelloù harperien Brest er Roazhon Park.

Daoust da vezañ pedervet boujedenn diwezhañ ar c’hevre kentañ hag ur skipailh savet evit chom er c’hevre kentañ hepken eo deuet a-benn Stad Brest da ren e wellañ koulzad e istor ar c’hlub, gant ur c’hoari a-stroll eus ar re gaerañ war ar marc’had. A-raok krogad diwezhañ ar c’houlzad er stad Francis-le-Blé ez eus dibunet un engroez biskoazh gwelet etre plasenn ar Frankiz ha plasenn Strasbourg. Goude bezañ roet lamm 3-0 da Dolosa er c’hrogad diwezhañ en deus tizhet Stad Brest ar pezh a oa un hunvre un nebeud mizioù zo : echuiñ en trede plas ha mont da c’hoari Kevre ar gampioned er c’houlzad a zeu.

Nac’het eo bet gant UEFA e vefe c’hoariet krogadoù kib Europa er stad Francis-le-Blé met dirouestlet eo bet ar gudenn : feurmet eo bet stad ar Roudourou e Gwengamp.

Mall bras zo war kement hini zo tomm e galon ouzh Stad Brest ma vo kroget gant ar c’houlzad 2024-2025 !

Foot

Pennadoù peuzheñvel

Pennadoù nevez

Levrioù