Chipa Kezu (bouloù keuz tomm eus Paraguay)

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù

300 g fekul tapioka (stal boued eus Azia pe Afrika)
2 vi
175 ml laezh
100 g amanenn sall
1/2 loaiad kafe holen
300 g fourmaj edam rasket

  1. Lakait ar fekul, ar fourmaj hag an holen e-barzh ur saladennouer, meskit anezho.
  2. Basit ar vioù gant al laezh hag an amanenn teuzet, meskit tout an aozennoù evit stummañ un toaz soupl na stag ket.
  3. Stummit bouloù ha poazhit anezho war ur blakenn gant ur follenn baper sulfurizet, da 180°C e-pad 15-20 munutenn.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù