gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den
4 morzhed yar
6 patatezenn grenn
4 c’harotezenn
1 penn ognon
2 ivin kignen
1 diñs bouilhoñs kig-yer gant 1/2 litrad dour
4 loaiad vras toaz kakaoutez
1 loaiad koazhadur tomatez
- Troc’hit munut ar penn ognon, ar c’harotezennoù, an ivinoù kignen
- Sonnit ar 4 morzhed yar gant 2 loaiad eoul, ar penn ognon hag an ivinoù kignen betek ma vint rouzet
- Lakait ar bouilhoñs kig-yer hag ar c’harotezennoù
- Lakait e-barzh al loaiadoù toaz kakaoutez hag al loaiad koazhadur tomatez
- Poazhit ar mafe e-pad 20 munutenn
- Servijit gant ar patatezennoù poazhet er forn gant eoul, holen ha pebr