gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 6 den
- 110g amanenn sall
- 225g bleud
- 85g sukr
- 1/2 sac’hig goell kimiek
- 1 dornad rezin
- 1 vi
- Laezh diouzh an ezhomm
Aozadur
- Meskit mat gant an daouarn ar bleud, an amanenn, ar sukr, ar goell kimiek.
- Ouzhpennit ar vi, ur bannac’hig laezh, ma vez ezhomm, hag ar rezin evit fardañ un toaz n’a beg !
- Ledit gant ur ruilhenn-doaz ha troc’hit kelc’hioù gant un didammer.
- Poazhit war ur billig tomm-tre gant ul lomm eoul pe amanenn betek ma vo alaouret, pe er forn TH 160°C e-pad 8-10 munutenn.



