Gwispid kokoz ha karamel sall da lipat e vourroù

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 30 lodenn mui pe vui

300 g fekulenn avaloù-douar pe maiz
200 g amanenn
2 loaiad kafe pe 10 g bikarbonat
10 g goell kimiek pe ur sac’hig
200 g bleud T45 pe T55
3 vi + 2 velen vi
1 loaiad rusk sitroñs
200 g bleud sukr
1 loaiad kafe vanilhez
300 g karamel sall pe koñfitur laezh
100 g kokoz rasklet

  1. Meskit ar bleud, ar fekul, ar bikarbonat hag ar goell kimiek.
  2. Basit an amanenn gant ar bleud sukr evit tapout un amanenn blotaet ha skuilhit ar vioù hag ar melen vioù, unan hag unan.
  3. Lakait ouzhpenn an aozennoù sec’h dre ur sil, tamm-ha-tamm, ha meskit mat evit sevel un toaz blot. Pakit en ur film plastek ha lakait er yenerez e-pad 30 munutenn.
  4. Ledit an toaz gant ur ruilhenn war un tamm paper sulfurekaet ( ½ cm). Troc’hit kelc’hioù 4 cm pe 7 cm ennañ gant un didammer.
  5. Poazhit war ur blakenn ur follenn baper sulfurekaet er forn da 180°C e-pad 8-10 munutenn.
  6. Savit pep gwispidenn gant daou damm toaz peget gant karamel sall pe koñfitur laezh ha ruilhit anezho war gokoz rasklet.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù