gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den
1kg bruched bevin paret gant ar c’higer
1 penn ognon
1 pe 2 garotezenn
1 boked perisilh
400g Pak choï pe pinochez pe beotez
- Dirollañ ar bruched evit lakaat holen ha pebr warnañ.
- Dibluskañ ha troc’hañ munut ar penn ognon.
- Dibluskañ ha rasklañ ar c’harotez.
- Drailhañ munut ar perisilh.
- Leuniañ ar bruched gant al legumaj, rollañ ha stagañ anezhañ.
- Poazhañ en ur bouilhoñs legumaj pe er forn e-pad 45 munutenn.
- Troc’hañ ar Pak choï e daou ha resediñ e-barzh ur baelon gant ul loaiad eoul olivez betek ma vo tener.