gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 8 den
- 200g bleud T45 pe T5
- 70g bleud karoubez
- 130g sukr
- 100ml eoul tro-heol pe amanenn sall
- 100ml laezh
- 1/2 sac’hig goell kimiek
- 3 vi
Aozadur
- Lakait en ur saladennour ar bleud gwinizh, ar bleud karoubez, ar sukr, ar sac’hig goell kimiek, al laezh, an eoul hag ar vioù.
- Meskit mat ha rannit en ur moull bras pe e moulloù bihan.
- Poazhit er forn Th 180°C e-pad war-dro 30 munutenn.



