Enki Bilal e Landerne

Brudet-bras eo labour Enki Bilal e-touez an holl dud tik gant ar bannoù-treset. Un tamm mat ledanoc’h eo e oberenn avat, ha daoust ma labour war tachenn ar skiant-faltazi dreist-holl e c’haller liammañ e labour ouzh oberennoù klasel. Sed a c’haller dizoloiñ en diskouezadeg gouestlet dezhañ e Diazezadur Leclerc e Landerne betek penn kentañ 2021.

gant Ronan Ménardeau

E 1961 e oa degouezhet Enki Bilal e Pariz, holl e familh a oa skarzhet kuit eus Yougoslavia pa ne felle ket d’e dad emezelañ er Strollad komunour. Abred e oa staget Enki Bilal gant ar sevel bannoù-treset. Un tamm deskadurezh a dapas kaout ivez e skol an arzoù-kaer, daoust ma ne chomas ket gwall bell enni.

Enki Bilal, Yougoslaviad divroet

E dibenn ar bloavezhioù 1970 e teuas da vezañ brudet, dre e labour a-gevret gant Pierre Christin. E kelaouen­noù evel Pilote pe Métal Hurlant e voe embannet ar braz eus e istorioù. Lies eo e labour avat : sevel filmoù a reas ivez (Bunker Palace Hotel, 1989), ha kenlabourat gant sevenerien filmoù (skritell Mon oncle d’Amérique, gant Alain Resnais e 1980). Hiziv an deiz ez eo anavezet e labour koulz e bed ar bannoù-treset hag e hini an arz a-vremañ : div wech eo bet perzh e Diskouezadeg daouvloaziek Venezia (2015 ha 2017).

An diskouezadeg

Perzh eo bet Enki Bilal e sevel an diskouezadeg. Aozet eo dre dodennoù, hag evel-se e c’hall ar weladennerien kompren ez eo estreget labour un treser bannoù-treset a zo kinniget dezho. Perzh eo bet Serge Lemoine ivez, anezhañ kelenner e skol-veur ar Sorbonne e Pariz. Gantañ eo bet savet al liammoù etre oberennoù Bilal ha re arzourien veur an arz klasel evel Albrecht Dürer, Francisco de Goya pe Gustave Doré. En holl ez eo trizek dodenn a zo bet dibabet da luskañ pourmenadenn ar weladennerien e Diazezadur Leclerc. Tennañ a reont da zoare tresañ ha livañ Bilal (lec’h al liv gris en e oberennoù, al livioù, an tresañ…) koulz ha d’an dodennoù pennañ a gaver en holl e oberenn : mab-den, al loened, ar geopolitikerezh pe ar c’hêrioù…
En holl ez eo ouzhpenn 200 oberenn eo a zo lakaet war ziskouez : plankennoù bannoù-treset orin, ma weler emdroadur doare Bilal : tresadennoù leun a dresoù du e dibenn ar bloavezhioù 1970 betek lakaat pep tresadenn da vezañ ul livadur a vo kempennet gant an urzhiataer hag aozañ anezho da sevel pajennoù bannoù-treset. Tammoù eus ar filmoù savet gant Bilal a zo ivez, ul lodenn eus e labour evel kazetenner e Sarajevo evit Libération ha livadurioù bras.
Div sal dibar ha livet e du a zo ivez en diskouezadeg : an eil gouestlet d’ar c’hosmoz en oberenn Bilal hag eben ma weler al labour kaset gantañ ha diazezet war Gernika gant Picasso.
Ken puilh eo an oberennoù kinniget ha ken disheñvel o stumm ken ez eo talvoudus an diskouezadeg d’an holl, d’ar re a fellfe dezho donaat o anaoudegezh eus labour Bilal koulz ha d’ar re a welfe anezhañ evit ar wech kentañ.

Evit gouzout hiroc’h :

Lec'hienn Enki Bilal
Fonds Hélène & Édouard Leclerc pour la Culture

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù