Etremeuz kerez eus Bavaria

gant Patricia Pastrana-Le Gall Aozennoù evit 6 den Ur voestad kouign-loa (x24)300 g fourmaj gwenn100 g dienn100 g sukr6 follenn kaotenn pe7 g agar-agar2 vi100 ml laezhUr voest kerez amarena pe 300 g kerez fresk poazhet gant ul loaiad sukr Lakait da dommañ ar sukr, al laezh, ar vioù en dourgib. Basit. Pa vo tomm, tennit diwar an tan hag ouzhpennit ar gaotenn. Meskit mat. Ouzhpennit ar fourmaj gwenn, an dienn hag ar c’herez troc’het. Lakait ar c’houignoù-loa war ur plad hirgarrezek, unan hag unan, e pep lec’h.  Skuilhit an dienn gant ar c’herez. Goloit gant kouignoù-loa all ha laoskit er yenerez e-pad 6 eurvezh.

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Connexion pour les utilisateurs enregistrés
   

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù