Er rann « Soñj & disoñj » e venegomp ar pezh a gaved da lenn e pajennoù ar gelaouenn Bremañ dek, ugent ha tregont vloaz zo.
gant Olier ar Mogn

30 vloaz zo > Kerzu 1992 > niv. 135
Reuz e Breizh
D’ar Merc’her 25 a viz Du 1992 e oa bet graet un dra deuet da vezañ diaes da empentiñ e 2022… Aloubet e oa bet Prefeti Rannvro Breizh gant un hanter-kant bennak a dud yaouank, izili eus sindikad ar studierien Dazont hag eus Stourm ar Brezhoneg. Deuet e oant da c’houlenn un emgav gant ar Prefed evit lakaat ar gaoz war nac’hadenn Stad Frañs da sinañ Karta Europat ar Yezhoù Bihanniver.
Tri devezh abretoc’h, d’an 22 a viz Du, e oa bet aozet un diviz gant Stourm ar Brezhoneg e Gwengamp : « Petra a fell deomp kaout evit ar brezhoneg ? ». Herve Kerrain, prezidant Stourm ar Brezhoneg a embannas e oa ar pal gellout bevañ gant ar brezhoneg hepken ; an divyezhegezh evitañ (er skolioù pe er vuhez foran) ne oa ket ur pal met un tu deomp da ren hor buhez e brezhoneg. Ha ni, petra a fell deomp evit ar brezhoneg e 2022 ?

20 vloaz zo > Kerzu 2002 > niv. 254
Sevel ur radio hag ur gelaouenn evit ar grennarded
E 2002, diwar intrudu Gwagenn FM e Roazhon, e klasked an tu da sevel ur radio brezhonek e Roazhon. Alioù fur a oa bet roet gant Radio Kerne d’ar poent-se. Frekañsoù nevez a oa da vezañ roet e 2004. Ne oa ket troet an traoù war an tu mat d’ar mare-se siwazh met tonket e oa e vefe eus ur radio brezhonek e Roazhon deiz pe zeiz. Gant Radio Kerne ez eo deuet an hunvre da wir. Krouet e oa bet ar radio e 1998 ha skignañ a rae war deir frekañs : Kemper, Douarnenez ha Konk-Kerne. Ret e voe gortoz an RNT evit ma vefe krouet ur skourr e Naoned e 2019 ha 2021 evit ma vefe graet kemend-all e Roazhon.
E 2002 e oa bet roet lañs d’ur gelaouenn nevez gant Keit Vimp Bev. Ouzhpenn Rouzig ha Louarnig e oa bet klasket kinnig ur gelaouenn nevez evit ar grennarded : Meuriad hec’h anv. Re strizh e oa ar marc’had moarvat ha ne oa bet embannet nemet un nebeud niverennoù. An eil taol-arnod e oa evit kinnig ur gelaouenn d’ar grennarded goude Talabao a oa bet embannet gant An Here e-pad ur frapad. Ugent vloaz war-lerc’h daoust hag aesoc’h e vefe kinnig ur gelaouenn d’ar grennarded vrezhonek ?

10 vloaz zo > Kerzu 2012 > niv. 374
Islam ha Breizh
Teuliad an niverenn a oa gouestlet d’an islam. E-touez ar pennadoù e oa unan hag a renable an niver a voskeennnoù e Breizh. Pa geñverier sifroù 2012 ha re 2022 e verzer diouzhtu n’eus tost cheñchamant ebet, stabil eo ar sifroù, war-bouez departamant ar Mor-Bihan ma’z eur tremenet eus nav moskeenn da 12. Met n’eus ket peadra d’ober anv eus un « erlec’hiadeg veur » bennak, anat eo.
En ur pennad all e c’halled lenn istor kêriadenn ar Seizh Sant e parrez ar C’houerc’had. Gwerz ar Seizh Sant a adkaver e Sourat 18 ar C’horan. Gant Loeiz Massignon e oa bet roet lañs d’an emgavioù etre katoligiezh hag islam e 1954. Berzh a reont atav.
Testeni Izold Gwegan a yae d’ober lodenn ziwezhañ an teuliad. Hag hi dedennet-bras gant ar relijionoù a-viskoazh he doa divizet dont da vezañ muzulmanez. Displegañ a rae : « Pa oan deuet da vezañ muzulmanez, em eus miret va sevenadur breizhat. Ne’m eus ket kemeret an hini arab da skouer. N’eus lec’h ebet evit un islam strizh a spered en hor bro ».



