gant Tangi Legavre
Goude bezañ taolet ur sell diwezhañ ouzh ar bed sec’h e ro ar c’habiten Nemo e urzhioù da izili an akipaj. Splujañ a ra an Nautilus. Tremen a ra a-dreuz an tachennoù el lec’h ma vez ar vuhez o virvilhañ. Saludiñ a ra ar pesked mestr ar morioù. Stouiñ o fennoù a ra ar bezhin gant resped.
Tostaat a ra ur strollad morganezed da doull ar prenestr bras sklêrijennet ha kimiadiñ a reont diouzh o c’heneil en ur gorolliñ. O c’hounit tizh, dilezel a ra al lestr sichenn ar c’hevandir. Galvet eo gant didrouz an islonkoù. Estreget Nemo, den ebet na oar petra zo o vevañ er Mare Incognita. N’eus tachenn wenn ebet war gartenn ar vuhez. Ar siminalioù tomm zoken a zegemer un toullad bakteriennoù a denn splet eus an trenkadennoù degaset eus kreiz an douar. Astennet war an traezh e c’hortoz ar fosiloù bev ur c’hemm bennak abaoe 350 milion a vloavezhioù. Diefed eo tremen an amzer war ar Coelacanthes. Nemo a zo ur skiantour hag a sell ouzh ar bed en un doare objektivel. N’en deus ket fiziañs e furnez Mab-Den. Ne ranno ket gantañ kevrin an energiezh a laka an Nautilus da fiñval. Tommadur an hin, diskar ar vevliesseurted, an dour saotret hag an douar foranet, daoust ha klevet hon eus ar yezh kuzh a ra Jules Verne ganti ? Teoget omp gant diorren an teknikoù. Dleout a rafemp bezañ bamet dirak burzhud an natur.