gant Tangi Legavre
Meur a abeg zo evit dilojañ : tostaat d’ar mor evit ar re a oar splujañ, d’ar menezioù evit ar re a oar skiañ, d’ul lec’h labour evit ar re a oar kiañ. Gellout a reer ivez klask ur ranndi brasoc’h pe unan marc’hadmatoc’h. Pa vez bugale oc’h erruout en ur familh ez eus goulennoù nevez o sevel. Pelec’h emañ ar skol, ar skolaj hag al lise ? Hag-eñ emañ ar gêr e-kreiz ur rouedad treuzdougen a-zoare ? Pelec’h emañ ar pradeier nesañ hadet gant maiz ha skuilhet glifozat warno ? Ur strategiezh war hir dermen eo klask ul lojeiz a glot gant ezhommoù e annezidi. Disheñvel eo prederiadennoù ur blantenn. Fiziañs he deus en avel, el laboused, en amprevaned evit kas he greun war un douar a feson el lec’h ma kresko un hinienn nevez. En disheol, war ar pri, pell diouzh ar glebor, disec’het gant an avel put, chom a raio ar greun kuzhet en douar da c’hortoz amzerioù frouezhusoc’h. Chañs he deus ar blantenn doñvaet. Kontañ a ra war sikour al liorzhour. Hemañ, ma oar mat e vicher, a ra e seizh gwellañ evit lieskementiñ an hiniennoù a ziwano diouzh greun ar blantenn. Heñchet eo al liorzhour gant an teknikoù hag ar skiant-prenet dastumet gant e ziagentourien a-hed ar c’hantvedoù. O tennañ splet eus an hêrezh-mañ e c’heller chom hep ober ar fazioù grevusañ. Al liorzhour mennet a ya donoc’h en e brederiadennoù. Mat eo dezhañ sankañ e dreid en douar evel gwriziennoù, astenn e zivrec’h ha santout an avel o flourañ e groc’hen, klozañ e zaoulagad ha divinout pelec’h emañ an heol dre e wrez, klask an didrouz ha klevout pazioù skañv an amprevaned. Mat eo d’al liorzhour soñjal evel ur blantenn. O heuliañ an hentenn-mañ, kavout a ra al lec’h dereat evit degemer an hinienn nevez. N’eus ket ezhomm ken eus dielfennadurioù an douar. N’eus ket ezhomm ken eus an naouegezh artifisiel evit merañ dasparzh an dour. Savet ez eus bet kalz kudennoù gant doare-soñjal Mab-den. Ne c’hell ket diwan an diskoulmoù e-touez an teknikoù o deus krouet an diaesterioù-se. Dre soñjal evel ur blantenn, klask a reer empennañ an darempredoù lañsus a zalc’h ar boudoù bev kenetrezo. Distroomp da ezhommoù kentañ ar blantenn ! Ur banne dour-hañvouez ‘po ?