Pal prezegenn Fulup Lannuzel a oa diskouez skeudenn Brest en hol lennegezh, dec’h ha hiziv. Reiñ da anaout penaos eo bet awenet hor skrivagnerien hag hor skrivagnerezed gant ar gêr vras. Diazezet e oa war un diaporama bannet ouzh skramm an aoditoriom e Mediaoueg ar Gabusined. E c’hellas evel-se ar selaouerien beajiñ dre gêr a-bezh, kêr gwechall, hini Nenn Jani, pe kêr hiziv, hini Laurence Lavrand pe Paol ar Meur. gant Fulup Lannuzel Kentañ a c’heller lavarout eo n’eus kêr all ebet e Breizh a yafe da zanvez lennegel evel Brest. Na Roazhon, na Naoned, nag an Oriant, evit envel
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.