Gant ur fuzuilh e c’heller chaseal, lazhañ un enebour pe kemer perzh en ur genstrivadeg biatlon. Hervez Anton Tchekov, ma’z eus staget ur fuzuilh ouzh ur voger e-pad an arvest kentañ, ret eo leuskel un tenn gantañ e-pad an eil pe an trede arvest. Ma ne vez ket implijet, ret eo skarzhañ anezhañ. N’eo ket ali an dramaour meur ur gudenn evit ar skrivagnerien islandek. Estreget ar soudarded, n’eus den ebet gant un arm bennak en Island. Neuze, penaos sevel ur romant polis ? gant Tangi Legavre Kinnig a ra Arnaldur In-driðason (Jar City) sankañ e bluenn e goulioù kuzh
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



