An aerouant, kalon ar mojennoù

Bloaz an Aerouant a oa 2024 gant Sinaiz. Unan eus al loened faltazius brudetañ er bed eo an aerouant. Emañ war banniel Kembre ha war hini Bro-Dreger. Meneget e vez alies en hor mojennoù koshañ, evel an hini bet trec’het gant Sant Paol Aorelian en Enez-Vaz. Pa vez skeudennet un aerouant er spered hiziv an deiz e vez gwelet un euzhvil e stumm ur glazard ramzel dezhañ skilfoù, divaskell un askell-groc’hen, dent hir ha lemm, lost un naer hag ur geol o tufañ tan. Ne oa ket bet gwir atav.

gant Paol ar Meur

Gant an istorourez Marion Charpier e oa bet studiet pizh ar mod ma veze skeudennet an erevent gwechall gozh. Ne glote ket skeudennoù ar Grennmazer gant ar re bet dibabet evit ar filmoù falzati tennet eus skridoù John Ronald Tolkien, pe eus re nevesoc’h J.K. Rowling (Troioù-kaer Harry Potter) ha George R. R. Martin (An tron houarn/ A game of thrones). Levezonet e oa bet ar skeudennoù-se gant korfoù-eskern dinosaored bet kavet en XIXvet kantved, soñjet ma oa bet d’ar c’houlz-se e oa seurt henviled par da erevent ar mojennoù. Evit gwir e veze renket an erevent gant tud an henved e-touesk an naered. Er skridoù koshañ e veze skeudennet an erevent evel naered spontus da welet, dezho bep a zaoulagad lugernus, du o zeod hag a roe da glevet c’hwibanadennoù eus ar re spouronusañ. Pa voe spurmantet naered moustrerien ramzel en Afrika hag en Azia e voe graet erevent anezho gant Gresianed an henved.

Loen an Diaoul

Biskoazh ne voe livet ur skeudenn voas eus an erevent er skridoù kozh. Implijet e voe ar ger gresianek drakon (draco e latin) evit reiñ un anv da voudoù mojennnel disheñvel o stumm, o galloud hag o fal, re ar Gelted pe re ar C’hermaned. Ne veze ket noazus perzh an erevent er mojennoù atav. Diresis e veze ar skeudennoù anezho meur a wech. Bez e c’hellent bezañ boudoù douar, reoù mor pe reoù nij pluñvek o eskell. Dre ma oa bet graet gant ar ger drakon e troidigezh c’hresianek ar skridoù sakr hebraek e teuas an euzhvil mojennel da vezañ un enebour da Zoue. Ul loen implijet gant Doue evit kastizañ e teuas da vezañ ivez. Ne gaver un aerouant nemet en ur skrid eus an Testamant Nevez, hini an Apokalips. Un enebour d’ar C’hrist ha d’e feizidi eo er skrid-mañ, ur boud euzhus ramzel liespenn o skubañ ar stered gant e lost hag o tufañ froudadoù dour. Loen an Diaoul e teuas da vezañ diwar-neuze, naer ar C’heneliezh. Kalz sent a voe lakaet da stourm outañ er mojennoù kristen, evel Sant Mikael, Sant Jorj hag, e Breizh, Sant Paol Aorelian en Enez-Vaz, Sant Neventer hag e genseurt Sant Derrien e Gwineventer. Ur ger da aroueziañ an Droukspered e teuas aerouant da vezañ e brezhoneg ar relijion gristen. Lavaret e vez « Reiñ skouarn d’an aerouant » ha « Chaseal an erevent diwar e dro » da skouer.

© Annie Spratt, Unsplash
© Annie Spratt, Unsplash
Ur skeudenn reolennetoc’h

E penn kentañ an XIIIvet kantved e teuas an aerouant da vezañ ul loen evel ar re all er skridoù. Kustumoc’h e teuas ar modoù da skeudenniñ an euzhvil, met en ur virout un nebeud diforc’hioù etrezo koulskoude. D’ar mare-se e voe roet dezhañ e eskell askell-groc’hen ha lakaet un nebeud anezho da dufañ tan. Kizellet e voe delwennoù erevent e Breizh evit kinklañ chapelioù hag ilizoù. Liammet e vezent alies gant mojennoù lec’hel. Ur boud disheñvel eo aerouant mojennoù Sina. Evel hini hor rannved n’eo ket reolennet dre ar munud ar mod d’e skeudenniñ. Tennañ a ra e stumm gwagennus da hini ar c’houmoul, al luc’hed pe da hini kammdroiennoù ar stêrioù. Skilfek eo e bavioù ha skant zo war e gorf. Mourroù zo gantañ gwechoù zo, ha kerniel war e benn. Ur boud nij da dremen eus hor bed d’ar re zreistnatur eo. Liammet e oa erevent Sina gant an dour er skridoù koshañ. Roet o defe o stumm d’ar stêrioù hag o gwarded e vefent, re ar menezioù ivez. Arouez ar berzh hag an dasorc’h eo met noazus e c’hell bezañ gwechoù zo ivez dre ma c’hell disec’hañ ar stêrioù ha degas kleñvedoù red.          

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù