Eus Gouel ar Brezhoneg, betek GBB hiziv an deiz
Unan eus arouezioù pennañ adneveziñ sevenadurel Breizh eo Gouel Broadel ar Brezhoneg. E Gwengamp e 1974 e voe aozet Gouel ar Brezhoneg evit ar wezh kentañ. Prientet e oa bet ar raktres gant aozadurioù engouestlet er c’helenn hag e talvoudekaat ar yezh, evel Skol an Emsav, Ar Falz, pe c’hoazh Brezhoneg Yezh Vev. D’ar mare-se, ne oa tamm anaoudegezh ofisiel ebet eus ar yezh.
gant Renan Kerbiquet
E-doug an emgav kentañ e Bro-Dreger e voe mesket stourmoù an emsaverien, sonerezh ha c’hoariva, gant ar pal kevrediñ obererien adneveziñ ar brezhoneg. Berzh en doa graet ar gouel, pa gemeras perzh ennañ war-dro 5 000 a dud, ha roet emgav dezho bloaz goude e Kastell-Paol. Meur a barrez eus Breizh-Izel o deus roet bod d’an darvoud deuet da vezañ bloaziek. Met ar gouel ne sachas ket bewezh warnañ kement a vrud hag an taol kentañ : ne zeuas nemet 1 500 den da Bondi e 1983. Kendalc’het eo bet gant ar gouel memestra, ha kresket e dachenn tamm-ha-tamm. Adalek 1987 eo bet kemmet anv ar gouel, hag ouzhpennet ar ger « broadel ». Deuet e oa o « Gouel ar Brezhoneg » da vezañ « Gouel Broadel ar Brezhoneg » neuze.
Gant ar cheñchamant anv-se e voe gwelet ivez ur c’hemm e-touez ar strolladoù a oa e penn ar gouel : eus aozadurioù damofisielaet ez eur aet da aozadurioù radikaloc’h, e-giz Stourm ar Brezhoneg (SAB), strollad disrann diouzh Skol an Emsav, anavezet evit bezañ aozet al livañ panelloù-hent unyezhek, met ivez Emgann, strollad politikel emrenelour yaouank, radikal hag a-gleiz.
E 1994 e teuas 10 000 a dud da gemer perzh er gouel e Speied : un emgav pobl e oa deuet Gouel Broadel ar Brezhoneg da vezañ. Met e 2000, abalamour da wall-daol Kever, e voe torret al lañs a oa gant aozadur GBB. Chomet e oa ar gouel da vezañ un emgav boas evit an Emsav koulskoude.
E 2010, e Kawan, e tiwanas en-dro ar soñj lidañ ar brezhoneg, dre ziv wezh hepken, ha gant nebeutoc’h a dud o kemer perzh, met priziet-kaer e oa bet ar gouelioù-se gant emsaverien emrenelour Bro-Dreger.
E 2015 e voe cheñchet penn d’ar vazh ur wezh c’hoazh : ar gevredigezh Mignoned Ai’ta !, tost ouzh ar strollad disentidigezh keodedel Ai'ta !, a dapas krog e aozadur ar gouel a voe lidet e Tremargad da-geñver 10vet deiz-ha-bloaz ar strollad.
Dre cheñchament anv ar gevredigezh, deuet da vezañ « Mignoned ar Brezhoneg », e voe roet ul liv nevez d’ar gouel adalek 2017, tostoc’h ouzh spered ar Redadeg « Brezhoneg ha Plijadur ». Liesseurtoc’h eo an endro politikel hiziv an deiz eget e penn kentañ bloavezhioù 1970 pa voe savet ar Gouel. Dre zarvoudoù bras all evel ar Redadeg, krouet e 2008 diwar skouer ar « C’horrika », redadeg evit an euskareg savet e 1980, e vez bodet an holl obererien a stourm evit yezh ar vro.
Bep eil bloaz, abaoe 2017 e Langoned, e vez aozet ar gouel, a-bep-eil gant ar Redadeg, kement ha kinnig bep bloaz un emgav meur d’ an holl vrezhonegerien engouestlet er stourm evit difenn o yezh hag ober ganti. Adalek 2019 e vez anvet ar gouel dre e lizherennoù-tal hepken : GBB, diwar patrom ar gouel euskarek e Norzh Euskadi, anvet EHZ evit “Euskal Herria Zuzenean” (Bro-Euskadi war-eeun).

Adalek 2017 e vez lakaet muioc’h-mui war wel er gouel ar c’hrouiñ e brezhoneg. Gant ar gevredigezh « Mignoned ar Brezhoneg » e vez aozet adarre al leurenn-lañs evit broudañ ar sevel sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg, an Taol-Lañs, a oa chomet a-sav e-pad 2 vloaz. Digeriñ a ra ar gouel adalek 2017. Krouet e oa bet an Taol-Lañs e 2007 gant ar gevredigezh Dazont ar Yezh, a oa dezhi da bal brudañ ar c’hrouiñ sonerezh e brezhoneg. Etre 2007 ha 2010 e oa bet aozet war dachenn Kerampuilh, e-kichen Lise Diwan Karaez, da c’houde er C’hoc’hu e kreiz-kêr Karaez, hag a-benn ar fin e-ser ar festival “Faites de la Montagne” e Speied etre 2011 ha 2014.
Kalz arzourien o deus gellet tennañ splet eus ar banne sklêrijenn taolet warne da-geñver ar leurenn-lañs, evel ar c’haner rock Brieg Guerveno, hag ar strolladoù Emezi, Madelyn Ann pe Plouz ha Foenn nevez zo. Adalek 2017 e oa bet ouzhpennet er gouel ar raktres “Bugale Kreiz-Breizh”. Pal ar raktres a oa lakaat skolidi klasoù divyezhek an teir rouedad (Diwan, Div Yezh ha Divaskell) da bleustriñ asambles war ur roll kanaouennoù brezhonek, ha da vont da ganañ holl war al leurenn da c’houde, evit ur sonadeg eilet gant ur strollad sonerien a-vicher. Gant Jonathan Dour, soner, e voe roet lañs d’an traoù e 2012 e Kreiz-Breizh, pa voe bodet ouzhpenn 300 bugel war al leurenn. Bugale GBB eo anv ar raktres adalek 2025.
Traoù nevez zo gant GBB e 2025 : e Maner Kernod (perc’hennet gant departamant Penn-ar-Bed), nepell diouzh Kemperle, e vo dalc’het ar gouel d ’ar 4, 5, 6 a viz Gouere 2025.
C’hoant o deus aozerien ar gouel distreiñ d’ur gouel bloaziek, a cheñchfe lec'h ingal, bep daou pe dri bloaz. Fellout a ra da GBB diskouez pegen bev eo ar brezhoneg daoust ma ya war zigresk buan an niver a yezherien hag a yezherezed.
Bodañ brezhonegerien, deskidi, tud hag a gar hor yezh, en-dro da obererezhioù e brezhoneg penn da benn. Kinnig d’an dud nevezentioù e brezhoneg war dachenn ar sevenadur dre vras, sonerezh, lennegezh, teknologiezhioù niverel, deskadurezh, ha war dachenn an ekonomiezh zoken, setu palioù pennañ ar gouel.
Gant temoù ha hentoù liesseurt, radikal pe radikaloc’h diouzh c’hoantoù aozerien ar gouel, eo bet staliet GBB e istor ar brezhoneg abaoe ar bloavezhioù 1970. Kaset eo bet ar raktres en-dro gant meur a aozadur a bouez en Emsav, an eil war-lerc’h egile. Daoust da bep tra ez eo chomet bev ger-stur ar bloavezhioù kentañ : ar gouel, ar stourm, an treuzkas. Evit dont a-benn da dreuzkas ur yezh bihanniver e ranker derc’hel bev ur gouel evel GBB ha treuzkas ar rikoù ret evit he gwareziñ.
Evit gouzout hiroc’h
Evit gouzout hiroc’h ha kemer perzh en darvoud,
evit derc’hel hor yezh bev evel den a-youl vat pe arvester.ez : gbb.bzh
