War ar prim, CD 17€
Yves Berthou gant Patrick Molard ha Fañch Pérennès,
Dastum Bro-Dreger / Coop Breizh
gant Antony Heulin
Ur wezh ma oa goulennet get ar barzh Louis Aragon “Petra nevez er bed hiriv ?”, en doa respontet : “Homer !”. Diàr seurfiñ dre ar Rouedad, dre selaou ar radioioù pennañ ha ne lâran netra diàr-benn ar skinwel, e sav ar santad selaou ar memes tra tamm-pe-damm e pep lec’h. Ha ma vehe savet ar goulenn “Petra nevez er sonerezh Vreizh hiriv ?” e vehe mat respont “An hengoun.”
Ur wezh arre e ta da vat Berthou, Pérennès ha Molard da ziskuliiñ pinvidigezh don ar sonerezh hengounel, dre donioù Kreiz Breizh er bladenn-mañ, en un doare bev dre o mestroni digredapl war o benvegoù-soniñ.