gant Patricia Pastrana-Le Gall Aozennoù evit 4 den 2 verengenn vras (prenet er stal pastezerezh)20 cl dienn tanav1 loaiad vras a sukrFrouezh eus ar mare pe frouezh skornet pe frouezh siros, kementad diouzh ho c’hoant Troc’hit pep merengenn e daou ha lakait ar peder hanterenn war un asied. Basit an dienn tanav gant ur robot pe ur baser, ouzhpennit al loaiad vras a sukr pa vo fetisaet. Ledit an dienn baset war bep hanter verengenn. Troc’hit ar frouezh bet choazet ganeoc’h ha kinklit ar merengennoù ganto. Echu eo. Debrit gant plijadur vras !
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



