gant Morwena Audic
Aozennoù
450 g bleud goellet (pe ouzhpennañ 1 sac’had goell kimiek)
450 g frouezh koñfizet / sec’h ha rezin sec’h
2 loaiad vras a varmeladenn orañjez
1 ui
6 loaiad vras a sukr (diret)
1 loaiad vihan a spisoù (pe 2 loaiad hervez ho c’hoant)
300 ml te du
mel dourek evit lintrañ (diret)
Aozañ
- Deiz 1 : Fardañ an te. Meskañ ar frouezh hag ar sukr en ur saladennouer. Ouzhpennañ an te. Lezel ar frouezh da c’hwezañ/soubañ e-pad an noz.
- Deiz 2 : Raktommañ ar forn e 163 °C / tan 5.
- Meskañ mat ar bleud, ar spisoù, ar varmeladenn hag an ui baset gant ar frouezh sec’h.
- Lakaat paper parch amanennet e deun ar moul. Diskenn ar meskad er moul. Poazhañ e-pad 1e30 (pe betek ma vo naet lavn ur gontell sanket e-barzh)
- Tennañ diouzh ar forn ha lintrañ gant ar mel.
- Lakaat da yenaat.
- Ha debriñ gant (kalz) amann !



