(1944-2007)

Ganet eo bet Michel Thersiquel e Banaleg, e 1944. Luc’hskeudenner war ar maez hag horolajer e oa e dad, hag eus ar vicher doubl-se en doa paket pervezhded an horolajer – studioù e skol horolajerezh en doa graet ivez – hag, e lab e dad, pleustr an holl embregoù kevrinus a ren war burzhud ar skeudennoù o tont war wel. Met ne oa ket a-walc’h evit dont da vezañ un anv brudet hag ur mailh war e labour.
gant Mich Beyer
Etre 1963 ha 1966 e reas daou staj un toullad mizvezhioù gant al luc’hskeudennerien Félix ha Nicole Le Garrec e Ploneour-Lanvern. Da c’houde-se, en e zaou vloaz warn-ugent e feurmas ur stal e Pont-Aven. Seveniñ a reas eno poltredoù brudet (hini Xavier Grall en o zouez), dindan ar sklêrijenn naturel, tra ma plede gant an heuliadoù Bili ha Dremmvroioù en arvar.
Un hir a hent, ur vuhez leun, ur galon tomm d’e vro

E 1972 e voe diskouezet e boltredoù e Levraoueg Vroadel Frañs (BNF) ma chomont miret c’hoazh. E 1973 e adkemeras atalier e dad e Banaleg. Kenderc’hel a reas gant e labour war ar Vro-Vigoudenn. E-ser-se e spluje e bed kreizenn Kerpape evit an dud nammet e Plañvour. E 1979 e kemeras perzh er strollad luc’hskeudennerien Sellit, ur strollad a blede gant dodennoù evel an enezennoù, al lanvioù du, stêrioù ar vro. E 1980 e voe krouet ar gelaouenn Double Page, hag an niverenn gentañ anezhi a oa gouestlet da Dhersiquel ha d’he div luc’hskeudenn warn-ugent o tiskouez Bigoudenned, pezh a voe marteze pazenn gentañ e vrud er vro. Adal 1983 e krogas da zaremprediñ metoù ar pesketaerezh ha ne zilezas biken ar sujed-se. En hevelep mare e krogas da labourat evel kelaouaer-luc’hskeudenner evit ar c’helaouennoù Chasse-Marée hag ArMen e Douarnenez, ha reoù all evel Bretagne Magazine. Etre 1997 ha 2007, bloavezh e varv, en em roas d’un hir a labour war ar gouloù e Breizh. Un imbourc’h kromatek etre douar hag oabl, eus genoù ar stêrioù trema o mammennoù.
Goude e varv eo bet fiziet gant e familh un dastumad a 70 000 foto e Porzh-Mirdi Douarnenez, ma vezont miret ha niverelet tamm-ha-tamm gant ar gevredigezh Mignoned Michel Thersiquel1.
E Kerpape gant an dud nammet
Labour Michel Thersiquel e kreizenn addiorren arc’hwelel Kerpape e Plañvour zo da gompren evel un argerzh arzel. Dalc’h ar c’horf hag an identelezh zo bet e-kreiz an emsavioù arzel er bloavezhioù 1960, da skouer er metoù amerikan hag angl-ha-saoz. Eus 1972 da 1985 en deus gouestlet al luc’hskeudenner tost pevarzek vloaz eus e vuhez da dalvoudekaat ar c’horfoù breskaet pe c’hloazet.

Dre e sell reizh ha leun a empatiezh e tiskouez Thersiquel diflachegezh rediet ar c’horfoù nammet. Seul strafuilhus e c’hell bezañ hor sell ouzh ar poltredoù-se ma roont buhez d’an aon a vez ennomp-holl : koll mestroni war hor c’horf. Seul vrasoc’h ar preder-se ivez ma vez diskouezet bugale, arouezioù buhezegezh ha glanded, rediet koulskoude da venel diflach. Padal, pell a vezañ truelour e vez lakaet anat gant ar poltredour ar startijenn a vez gant ar c’horfoù-se.
- A-resed ar c’horfoù, diskouezadeg luc’hskeudennoù Michel Thersiquel e Leurenn ar Gapusined e Brest. 7 a viz Du 2020 / 17 a viz Genver 2021. Dont tre digoust. Digor Bemdez etre 10e ha 19e. ↩︎