Koulourdrenn butternut farset gant kinoa

gant Selina ha Stefan
Aozennoù

240 g kinoa
2 loaiad kafe a vouilhoñs poultrenn pe 1 diñs
1 mell koulourdrenn pe 2 vihan
1 penn-ognon
2 garotezenn
10-12 datezenn
Etre 20 g ha 30 g alamandez
1 loaiad vras a vel
1 loaiad vihan a goumin
holen, pebr
80 g kef keuz gavr

Aozañ
  1.  Poazhit ar c’hinoa er bouilhoñs e-pad 10 munut ha lakaat a-gostez.
  2.  Troc’hit ar goulourdrenn etre 2, tennit ar greun ha divouedit-hi un tamm.
  3. Troc’hit munut ar penn-ognon ha lakait-eñ da resediñ en un dakenn eoul olivez, troc’hit ar c’harotez hag ar boued koulourdrenn a-dammoù ha lakait-i gant an ogno­nenn. Lezit da resediñ en ur veskañ ur wech an amzer, ouzh­pen­nit goude an datez hag an alamandez drailhet, 1 loaiad vras a vel. Meskit mat.
  4. Ouzhpennit ar c’hinoa, ar c’hou­min, holenit ha pebrit ha meskit mat.
  5. Astennit ar farz-se en han­terennoù koulourdrenn, ouzh­pennit ar rondi­gennoù keuz gavr.
  6. Lakait er forn, bet raktommet e 180°C ha lezit da boazhañ e-pad 30 pe 40 munut en ur deuler evezh.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù