Sonerien veur ar blues, ar jazz hag ar rock Hanter-kant vloaz zo e varve e degouezhioù a chom amsklaer c’hoazh, ar soner rock Jimi Hendrix. Ne oa nemet 27 vloaz. N’en doa embannet nemet peder fladenn. Koulskoude e oa bet reveulziet gantañ arver ar gitar tredan. Bras-meurbet e vo e levezon war bed ar sonerezh rock ha hini ar jazz zoken. gant Fulup Lannuzel Dindan ivinoù Jimi Hendrix, hag a bouez eo an ivinoù evit ur gitarour, ez eus gwad afrikat, indian cherokee ha iwerzhonat mesket. Diaes e voe e vugaleaj. Bet ganet e Seattle e 1942, James Allen Hendrix
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.