Pennad-kaoz gant Mélanie Jouitteau
Daoust ma c’hallfe an Naouegezh Artifisiel bezañ un donezon evit ar brezhoneg dre vinvioù nevez, e sav ur riskl bras ivez : ma ne vefe ket ar binvioù evit ar brezhoneg kevatal da re evit ar galleg, e c’hallfe hor yezh bezañ dilezet buanoc’h c’hoazh. Mélanie Jouitteau1, yezhoniourez, a zeskriv an diaesterioù-se a sav diwar hon diouer a roadennoù niverel e brezhoneg. War un dro e tiskouez ivez penaos e c’hall ar brezhoneg, dre e gumuniezh aketus, reiñ an dorn da sevel un NA a-feson, gant ur c’horpus a galite. Peseurt tachenn a zo d’ar brezhoneg er bed niverel a-vremañ ? Ha peseurt tuioù ‘zo evit e ziazezañ eno en un doare padus ?
Komzoù dastumet ha renket gant Alice Armenio Coïc
tog skrivet gant ChatGPT e brezhoneg

Peseurt toulloù trap ha peseurt araokadennoù a zo gant an NA evit ar brezhoneg hag ar yezhoù bihanniver ?
Emañ ar skiantourien oc’h ijinañ bremañ ardivinkoù nevez hag a cheñcho an doare en devez an dud da eskemmañ dre vras. En em silañ a raio an deknologiezh etre an dud kalz donoc'h evit ar pezh omp boas d’ober hiziv. Ha se a cheñcho hon doare boas da vont e darempred gant ar re all. Ni, brezhonegerien, dre ma komzomp galleg ivez, a vo cheñchet buan a-walc’h hor boazioù gant ar galleg, ha ma ne vez ket savet evit ar brezhoneg ardivinkoù a-live gant ar pezh a vo kinniget deomp e galleg e vo dilezet hor yezh kalz buanoc'h evit ar pezh a zo dija. Setu an dañjer pennañ a welan gant an NA evit a sell ouzh ar brezhoneg.
War vrasaat ez a an diforc'h etre ar yezhoù bihanniver hag ar yezhoù bras evel ar saozneg abalamour d’an NA ?
Setu, diouzh un tu e vo ar yezhoù ekipet gant an NA ha diouzh un tu all, ar re all. Liammet eo gant stad ar yezh er bed gwirion.
Gouzout a rit petra a vez graet evit gwellaat ar jeu d’ar brezhoneg er bed niverel?
Kalz tud a zo o labourat war an dachenn-se, hep gouzout dezho a-wezhioù. Lezet e vez skridoù enlinenn gant ar gumuniezh yezh, skoazellañ a ra kalz. Bras a-walc’h eo Wikipedia e brezhoneg bremañ hag an danvez a zo ennañ a sikour kalz da sevel binvioù, binvioù treiñ da skouer. Gellout a reer menegiñ ivez an troidigezhioù pourchaset gant Ofis ar Brezhoneg, lakaet en-linenn e stumm taolennoù divyezhek. Ar c'horpus kensteudet a reer eus an dra-se peogwir e vez lakaet kichen-ha-kichen ar frazenn er yezh orin, ar galleg lakaomp, hag ar frazenn e brezhoneg. Diwar se e c’hell an troer emgefreek labourat gwelloc’h hag efedusoc’h.
Mat eo d’an hentenn-se an holl gorpusoù e brezhoneg a vez lakaet enlinenn ?
Arabat d'an dud bezañ lentik da lakaat traoù enlinenn ha pa ne vefe ket difazi o brezhoneg, n'eo ket ken grevus kement-se. Naetaet e c’hell bezañ war-lerc’h. Ar fazi brasañ, evel boaz, a vefe chom hep kaozeal brezhoneg ha pa vefe graet un nebeud fazioù. Evit fazioù krouet gant un NA a-galite izel ez eo un afer all. Reoù ‘zo a lak en linenn pennadoù hag ez eus a-boan liv ar brezhoneg warno. Ur saotradur niverel eo. Evit ar wezh kentañ en istor e weler aze petra eo brezhoneg chimik evit gwir ha ne gomzan ket aze eus an nevezc’herioù bet lesanvet chimik gant lod. Aze e komzan eus brezhoneg chimik da vat, brezhoneg artifisiel krouet gant un NA ha n'eo ket gwall vat c’hoazh. Gwall zañjerus eo peogwir ne oar ket ar binvioù adanavezout yezh ober an diforc'h, ha deskiñ a raio an NA pelloc’h oc’h adlonkañ ar saotraj-se. Muioc'h a labour ganeomp war-lerc'h da gempenn an traoù. Ar pezh a gont a zo bezañ gouest, evel kumuniezh yezh, da ginnig roadennoù a galite e-kichen.
An diaesañ a vefe sevel ur c'horpus a galite evit magañ an NA a-benn ar fin ?
Ya, met war ober emañ dija. Ar bloaz paseet zo bet loc’het ur staj Master 2 e skol-veur Pariz-Nanterre gant Loïc Grobol, kelenner e treterezh emgefre al lavar, ha Sarah Almeida Barreto a zo bet o labourat war gempenn hor c’horpus enlinenn. Unan all a vo renet ar bloaz-mañ gant Alice Millour ivez deus Skol-veur Paris 8 war an digejañ mouezh.

Ha trawalc’h a zanvez ho peus da sevel ur c'horpus son ivez ?
Just a-walc'h, aze ez eus un diforc’h e-keñver ar brezhoneg skrivet, da lâret eo ar yezhadur Wikiarbres savet ganin, roadennoù an OFIS, Wikipedia, mui tout ar pezh a vez kavet enlinenn. Roadennoù son a zo e-leizh e Breizh, met rall a wech e vez sklaer ar gwirioù warno. Ne gred ket neuze an dud a-bell vro a sav binvioù evidomp implijout ar pezh a zo enlinenn peogwir n'ouzont ket ha m’o defe droed d’ober ganto, ne gavont ket aes ar roadennoù ha pa reont o devez mizer o c'houzout da biv skrivañ evit goulenn un asant. Lod mat ac’hanomp a asantfe d’un implij skiantel, met n’omp ket boas c’hoazh da venegiñ an dra-se gant an danvez lakaet en-linenn. Hir-meurbet e c’hell bezañ divinout war-lerc'h piv zo perc’henn d’an traoù (an den o komz ? ar gevredigezh ? an atersour.ez ?, ar radio ?) ha mont da welet anezho evit goulenn an aotre. A-bouez bras eo kelaouiñ ar gumuniezh yezh war ar fed e rankomp ober gant dafar gwirioù Creative Commons digor ganto (CC-BY, pe CC-BY-NC ma ne faot ket dezho e vefe implijet er c’henwerzh).
En hañv e krogimp gant ur raktres dastum skiantel, arc’hantaouet 100 000€ gant an Agence Nationale de la Recherche (Ministrerezh an Enklask), evit sevel un arload da grouiñ ur c'horpus brezhoneg bev gant gwirioù digor. Yezh ar vRo (YAR) a vo un arload evit ar poellgomzerioù. An arload a roio tu deomp liammañ ur son enrollet gant ul lec’h war ar gartenn, ur jeotag. Ar son a c’hello bezañ klevet oc’h ober troiadoù, a jeotag da jeotag. Roet e vo an arload d’ar gumuniezh yezh evit mann, dezhi d'ober gantañ er mod ma faoto dezhi, da skouer evit sevel troiadoù mirdi, baleadennoù war ar maez, pe displegadennoù war an anvioù lec’h savet en ur gumun. An implijer a c’hello lakaat sklaer en arload ar gwir lakaet war ar son, ha reiñ titouroù war ar brezhoneg a zeu gantañ. A-ziwar-se e c’hellimp-ni mont da bellgargañ an enrolladennoù ken aes ha tra war-lerc’h. Soñjet hon eus ivez e c'hellfe an enrolladennoù-se bezañ treuzskrivet aes a-walc'h ha savet skridoù diwarno evel poelladennoù pedagogel. Ul lec’hienn a-ratozh a vo savet evit-se, gant ur c’henemglev kensevel gant Dastum, Stumdi, Mervent ha Roudour.
E Bro-Gerne e vo amprouet ar raktres stur, met astennet zo da vezañ e Breizh a-bezh, ha da yezhoù bihan all da c’houde, o teurel evezh ouzh surentez an implijourien - ne vez ket kinniget ingal lec’hiañ an dud amañ hag en tachennoù brezel, da skouer. Choazet e oa bet ar brezhoneg evit kregiñ ganti met ar pal a zo implijout an arload-se evit an ndjuka2 e Gwiana ivez, da skouer.


E-pad bloaz e aozimp pevar pe pemp Datathon un tammig e pep lec'h e Bro-Gerne evit dastum traoù nevez ha gwelout e peseurt mod e vez implijet an arload, penaos e vez degemeret gant an dud, petra a vefe da cheñch ha kement zo. Savet eo bet evit an diorren NA, met gant ar c’hoant e lakafe brezhoneg bev da vevañ – un digarez ivez da sevel traoù er yezh.
Klevet em eus komz eus Breizh Datathon3. Daoust hag e vefec’h o komz diwar-benn an dra-se ?
Ya. Un Datathon zo un darvoud a vod an dud gant ur pal pleustrek evit sevel danvez asambles. Gall' a ra bezañ fentus kenañ. An hini kentañ ‘zo bet a oa ur c'henlabour etre Breizh Niverel ha me, e Kemper. Ne selle ket ouzh roadennoù son met deuet eo diwar ur c'henlabour gant skol-veur Abou Dhabi evit priziañ resis an doare he deus an NA liesvod da lenn skeudennoù eus ar vro ha da respont da c'houlennoù e brezhoneg diwar-benn ar skeudennoù-se. Embannet eo bet an disoc'h bremañ. Implijet e vez evit muzuliañ penaos e kemer un NA ar sevenadurioù bihan e kont (evit ar mare, hini ebet ne ra da vat).
Heñvel eo ar gudenn evit yezhoù bihanniver all evel ar c’hembraeg da skouer ?
E Bangor, e Kembre, ez eus bet krouet gant ar gouarnamant ur greizenn enklask, ur servij niverel evit ar gevredigezh. Etre pemp ha dek den a vez o labourat bemdez evit diorren an traoù. Komprenet o deus ez eus ul laz broadel kreñv evit diorren seurt traoù, ha milionoù a lakont war diorren niverel ar yezh nemetken. Dre ma n'eus kreizenn CNRS ebet amañ e Breizh war yezhoniezh ar brezhoneg on-me stag ouzh ar greizenn IKER e Baiona, hag a labour war an euskareg. Ma c’henlabourerien evit Yezh Ar vRo a zo stag ouzh Pariz, pe Teurgn.

Daoust hag ho peus klevet keloù digant yezhoù bihanniver all e Frañs ?
War entrelangues e savomp ur renabl gant pep yezh bihanniver komzet e Frañs. Ur bajenn a zo evit pep yezh gant titouroù diwar-benn sokiologiezh ha yezhoniezh ar yezh, an enklaskoù kaset da benn hag an danvez niverel a c’heller kaout eno. Evit pajenn ar brezhoneg em boa klasket lakaat pep tra met aet e oan hebiou arloadoù #brezhoneg4.
Daoust hag ho pefe c'hoant da lavarout traoù c’hoazh da echuiñ?
Prest eo hon rouedad da zegemer studierien a glaskfe ober ur servij keodedel e Dastum evit raktres YAR. Un diorroer.ez “full-stack” a glaskomp ivez goprañ evit raktres YAR. Stajoù a c’hellomp kinnig evit studierien ar Master II war treterezh emgefre al lavar er skol-veur. Pouezus eo stummañ tud yaouank ha labourat ganto evit mont war-raok gant ar brezhoneg hag ar sevel binvioù yezh.
- Enklaskerez er CNRS eo Mélanie Jouitteau ha krouerez al lec’hienn ARBRES (Atlas Rannyezhoù ar BREzhoneg : Sintaks) ↩︎
- Ur c’hreoleg diwar ar saozneg eo an ndjuka. Komzet e vez e Surinam hag e kornôg Gwiana c’hall gant ar gumuniezh Ndjuka a zo o chom a-hed ar stêr Maroni, er rannvroioù harzaouat etre Surinam ha Gwiana c’hall. ↩︎
- Diwar intrudu Breizh Niverel eo bet aozet Breizh Datathon. Perzh eo er raktres Translate a glask lakaat ar brezhoneg e-barzh Google Translate ha troerioù enlinenn all. Ar pal kentañ a zo respont d’ur galv da raktresoù lañset gant skol-veur Abu Dhabi, a ginnig dastum roadennoù evit enframmañ ar yezhoù rannvro e-barzh binvioù an naouegezh artifisiel a ra gant LLM (Large Language Model). ↩︎
- Arloadoù pedagogel savet gant Skol an Emsav evit ar gelaouenn #brezhoneg. Kavet e vez geriaoueg ha distagadur ar gelaouenn enno. ↩︎




Daoust ha soñjet ez eus bet lakaat testennoù ar Bibl er c’horpus ? o c’havout a reer e meur a lec’h war ar web.