Pennad-kaoz gant Léonore Philibert
Kinniget e oa bet pezh-c’hoari kentañ Léonore Philibert, Nuisibles, war Enez ar Gerveur e-pad an hañv. Kontet e vez istor pevar c’hrennard a oa aet kuit eus ti-kastiz ar Gerveur d'ar 27 a viz Eost 1934 e-doug an dec’hadeg brudet a-drugarez d'ar varzhoneg gant Jacques Prévert, La chasse à l’enfant. Resevet mat e oa bet an oberenn gant an holl ha gwelloc’h c’hoazh gant tud ar Gerveur, ar pezh a zo souezhus pa ouzer e chom tabou c’hoazh an danvez-se.
Komzoù dastumet gant Alice Armenio Coïc
ha troet gant Patrice Marquand

Gellout a rafes en em brezantiñ mar plij ?
Léonore Philibert eo ma anv. 23 bloaz on hag e Pariz emaon o chom. Un hentad-skol un tamm cheñch-dicheñch am eus bet. Atav em bez graet studioù war ar c'hoariva gant kentelioù Florent, war un dro gant ma studioù medisinerezh. Buan em boa merzhet e oa dedennus-kaer ar medisinerezh met e-pad ma c'hentelioù e adwelen ma zestennoù c'hoariva. Partiet fall e oan evit dont da vezañ surjianez neuze. Ha lakaet em boa ma anv er c'hentelioù Florent evit heuliañ ur c'hursus micherel. En trede bloavezh e vez kinniget deomp sevel ur raktres dibenn studioù. Ha setu, en em daolet e oan, gant kamaladed, d'ar perzh-c'hoari-se ha gwezh kentañ e oa din skrivañ ha leurennañ.
Peseurt liamm ez peus gant ar Gerveur ?
Mont a ran d'ar Gerveur abaoe m'on yaouank-flamm. A-raok ma voen dedennet gant hec'h istor ne oa nemet al lec'h ma tremenen daou vizvezh vakañsoù ha ma adkaven ma c'hamaladed. Ezelez eo ma mamm eus ar gevredigezh La Colonie a labour evit ma teufe ar savadurioù a zo anezho c'hoazh da vezañ ul lec'h koun, ul lec'h sevenadurel. Fellout a ra dezho sevel ur mirdi. Labourat a reont evit ma ne gouezhfe ket an traoù e poull an ankounac'h.
Ha gellet ez peus tennañ gounid eus ar fed m'emañ da vamm er gevredigezh-se ?
Un hañvezh ma oa o labourat er Gerveur evit ar gevredigezh he doa dastumet kalz a destenioù ha sellet am boa ouzh ar pezh a rae. Aterset he doa tud ar Gerveur ha kalz a zanvez a oa ganti. Degadoù a romantoù, tezennoù, skridoù, komzoù danevellet, pennadoù-kaoz gant tud o doa anavezet tostig-tost an istor-se. Ur puñs a ouiziegezh e oa bet.
Ez pezh-c'hoari ez eus meur a dudenn a zeu a-benn da dec'hel kuit e-kerzh achapadenn hollvrudet 1934, ha chom a reont e maezioù ar Gerveur a-benn ar fin. Heuliañ a reomp o divizoù, o dilec'hiadennoù, e-pad ar prantad frankiz berr-se. Hag en divizoù ez peus bet tro da skrivañ ez eus arroudennoù deuet eus komzoù danevellet ?
Ya, kroget e oa gant un atersadenn gant Annilotte, a oa kantvloaziadez ar Gerveur. Anavezet he doa ur mare a zo ankounac'het bremañ. Dont a ra ar gejadenn etre div eus an tudennoù eus an atersadenn-se ma kont enni he doa kejet, e lost he liorzh, ouzh trevidien war an hent da gêr. Ha deuet eo din tudenn Simone, roll maouez nemetañ ar pezh-c'hoari, dre ar vaouez-se he doa kejet ouzh ar vugale-se un deiz bennak en he liorzh.

Unan eus tudennoù da bezh-c'hoari zo ur paotr brezhoneger eus Penn-ar-Bed. Penaos ez peus graet evit krouiñ an dudenn-se, dre ma ne gomzez ket brezhoneg ?
Evit gwir em eus embannet ur c'hemennad war ar rouedadoù sokial evit goulenn sikour : "hag unan bennak a oar brezhoneg ? Ezhomm am boa treiñ un nebeud frazennoù evit ur pezh-c'hoari". Hag ur vaouez yaouank a oa er skol ganin, brezhonegerez anezhi, he doa troet kalz a frazennoù, troioù-lavar pe traoù a oa ganin. Da c'houde, dreist-holl, he doa lakaet ac'hanomp da bleustriñ war an distagadur.
Ur grouidigezh linennek e oa bet, da lâret eo out deuet a-benn da sevel an istor eus an deroù betek ar fin pe deuet eo bet a-dammoùigoù ? Levezonet out bet gant tud all ? Savet ho peus ar pezh-c'hoari a-vuzul ma yae an traoù war-raok, gant an aktourien ?
E stern ul labour dibenn studioù e oa, neuze e oa bet roet ur bloavezh din evit sevel ma fezh ha gant ur mignon, Sébastien, a oa o skrivañ ur pezh war ar memes tro, e veze lakaet emgavioù bihan etrezomp bep Sul vintin evit skrivañ asambles, evit en em vroudañ, evit derc'hel d'hol lusk. Met e miz Mae em boa lavaret ouzhin ma-unan : "Ma, ne chom dit nemet daou vizvezh evit sevel ur pezh-c'hoari en e bezh". Ha bet e oan er Gerveur ur sizhun-pad neuze, ma-unan-penn em zi, e-kreiz ma c'hoad ha skrivet em boa. Graet em boa un dra hag a laka ac'hanon da c'hoarzhin un tamm pa soñjan ennañ en-dro : skrivet em boa ma holl senennoù en dizurzh hag er fin em boa skrivet ma holl senennoù hir war ur follenn. Didroc'het em boa anezho holl, ha klasket urzhiañ anezho. P'am gwelan en-dro er sal-degemer, war al leur, o klask kavout un urzh a oa ster gantañ hag a blije din, e soñj din em boa bet chañs da gavout un urzh hag a oa ster gantañ.
A bouez bras eo ar jestroù er pezh, deraouiñ a ra gant ur gorolladeg a-hend-all… ?
An dañs a-vremañ am boa pleustret e-pad dek vloaz pa oan yaouankoc'h. Ster a oa neuze, d'am soñj, e vefe lakaet dañs en abadenn. Me 'soñj din eo ar mennozh kentañ am boa bet evit an abadenn-se marteze, kregiñ gant an dañs-se evit aroueziañ an achapadenn. Kavout a rae din e oa an dañs ar skeudennadur dreist eus ar frankiz kemeret. Labouret hon doa an hañv-pad gant ur gorollourez, Alizée Murat hec'h anv, hag he doa lakaet war-sav ar gorolladeg en he fezh. Hag ar wezh kentañ ma oa bet c'hoariet ar pezh er skol e oa deuet pemp mignon ouzhpenn nemet evit dañsal. A bouez bras eo din al lodenn gentañ ma tañser.

Gwall ziginkl eo al leurennaozañ a-benn ar fin. Elfennoù zo eus ar c'hinkladur zo un talvoudegezh arouezel dezho. Penaos oc'h degouezhet gant an dibaboù-se ?
Ar c'hentañ mennozh am boa bet a oa ur pezh mell pilgos lakaet e-kreiz neblec’h gant e wriziennoù tev, ha setu tout. Deuet e oa ar mennozh-se da zegas un neuz eus an natur e-barzh traoù fetis. Ha seul vui ma 'z ae an traoù war-raok, seul vui em boa bet c'hoant e vefe eus ur c'hoad faltaziet. Hep na vije mont e-barzh ur c'hoad strobinellet kennebeut, peogwir n'en dije ket sellet ouzh danvez ar pezh ken. Da gentañ e oa un deltenn ivez. Unan eus ar senennoù a oa en deltenn hepken. Klevet e veze Pitre e-unan o kontañ istor Dahud ha Gradlon, evel un istor e korn an oaled. Cheñchet e oa bet a-benn ar fin, evit ma kasfe an tudennoù all en e istor er-maez eus an deltenn. Mennozh ar c'homedian e oa : un noz, da 3 eur mintin, e welis ur gemennadenn gantañ a lavare din : "ur mennozh dispar 'm eus bet, ha gellout a rafemp esaeañ anezhañ evel-se ?". Esaet hon doa e vennozh ha kavet anezhañ dispar, dalc'het e oa bet neuze. Plijout a rae din ar mennozh-se e vefe meur a lec'h hag e c'hellfe an aktourien disoñjal e oant war al leurenn. Evel bugale o c'hoari en natur. Gant ar c'hinkladur e vez skoazellet ivez an aktourien d' en em welet e maezioù ar Gerveur, ha pa vefent o c'hoari en ur sal vihan e Pariz, e-kreiz ar c'hirri-tan.
Meur a wezh e tiskenn an aktourien eus al leurenn hag ac'hubiñ a reont ul lodenn eus lec'h an arvesterien, evit ober ganti un astenn eus al leurenn. En arroudennoù a sell ouzh ar greizenn-gastiz pergen.
Se zo mareoù teñval ha kreñv dreist pep tra. War al leurenn ez eus pennadoù distanañ, met el lec'h-se, er-maez eus al leurenn, emaint e foñs an toull. Memestra, ma tisoñjer o holl walleurioù en ul lodenn eus ar pezh ez eo ret ne vefe ket ar gell-se un elfenn eus ar c'hinkladur hepken, hag a yafe diwar-wel gant ar senennoù all, ret eo dezhi chom aze, er foñs, a-dreñv penn an tudennoù.

Penaos e oa bet dibabet an aktourien ? Un tuta a oa bet ?
Ne oa ket, an holl aktourien a anavezen. Evel Sébastien a c'hoarie roll Poussin, roll Edouard zo bet c'hoariet gant ma mignon Florian. Ha memestra evit roll Pitre, c'hoariet gant Auguste. Ranket em boa stourm evit ma c'hellfe c'hoari er pezh peogwir ne oa ket er skol ken. Diwezhatoc'h e oa deuet din tudennoù Denez ha Simone. Pa 'm boa savet deskrivadurioù an tudennoù zo bet lavaret din "met gortoz, met se zo Victor rik-ha-rik" hag ar memestra a oa c'hoarvezet evit Carmen. Hag an holl o doa asantet en em deurel e-barzh hep bezañ lennet ar pezh.
Pegeit e oa padet abaoe an diviz sevel ar raktres-se betek e zisoc'h ?
Ur bloavezh a oa bet roet din evit skrivañ ar pezh ha c'hoariet e oa bet e miz Gwengolo. Stank-stank e oa bet, savet e oa bet ar braz eus an abadenn e-pad ar sizhun m'hon doa graet ur chomadenn holl asambles er Gerveur.
E-kerzh miz Even hon doa graet pleustradegoù evit d'an aktourien bezañ brasc'hoariet holl senennoù ar pezh pa oant en em gavet er Gerveur. Met savet hon doa an abadenn en he fezh er Gerveur hag abaoe e reomp pleustradegoù ur wezh en amzer. Traoù zo a cheñch, met savet hon doa da vat an abadenn en ur ober ur sizhun.
Bremañ e karfemp e kendalc'hfe an traoù da greskiñ. Ar c'hoant c'hoari n'eo ket aet kuit a-hed ar bloaz. C'hoant hon eus e kendalc'hfe da gemer tro. Met ret eo dezho, ha din ivez, lakaat an traoù-se da genglotañ gant hor buhez ivez. Labourat a reomp e-kichen ha kenderc'hel a reomp gant ar c'hoariva ar muiañ ma c'hellomp.
Met plijet out bet mod pe vod gant an arnod skrivañ-se ? Plijout a rafe dit kenderc'hel gant an hent-se pe distreiñ d'ar c'hoari kentoc'h ?
Fellout a ra din kenderc'hel da c'hoari, met gwir eo, tro am eus bet da welet petra eo ar skrivañ hag al leurennañ pa ne oan tamm ebet e-sell d'ober se da gentañ ha plijet bras on bet gant se. Met kavout a ra din em eus ezhomm kaout ar mennozh a vroudo ac'hanon, gortoz ur mennozh diskennet eus an neñv evit gellout skrivañ.



