Ma vefe savet ur stal-levrioù gant Ali Baba…

gant Anton Burel

Armerzh al levrioù a zo ur marc’had diaes evit an embannerien kenkoulz hag evit al levrierien. Koulskoude eo a-bouez bras d’ar vrezhonegerien kaout stalioù lec’h ma c’hell an nen prenañ levrioù. E-touez ar stalioù-se emañ L’Encre de Bretagne war blasenn Hoche e Roazhon. Ul levrdi ispisializet war Breizh hag ar broioù keltiek an hini eo hag eno e vez kavet levrioù e brezhoneg evel-just ! Padal n’eo ket aes an traoù er stal er mare-mañ. Pedet eo lennerien Bremañ da souten al levrdi o prenañ levrioù neuze. Ma vez er stal levrioù diwar-benn hor bro dreist-holl e c’hallit urzhiañ levrioù war a bep seurt danvez eus a bep seurt tiez-embann, ha ma n’emaoc’h ket o chom e Roazhon e c’hall Bruno Duval kas levrioù er bed a-bezh. Hag arabat disoñjal eo heñvel ar priz e pep stal vras pe bihan ! Siwazh evit e bratikoù feal ez a Bruno war e leve, neuze emañ o klask un den mennet evit gwiskañ e borpant ha bezañ e penn al levrdi l’Encre de Bretagne evit ar bloavezhioù da zont !

E-barzh stal-levrioù L'Encre de Bretagne e vez kavet mil levr.
Amzer a dremen kalz re vuan e stal-levrioù Bruno… © Anton Burel

Pennadoù peuzheñvel

Pennadoù nevez

Levrioù