gant Tangi Legavre
Daoust ma'z eo ankounac’haet e anv gant an dud eo bet bras ar reuz graet gant enklask Jacques Benveniste diwar-benn memor an dour. Kendrec’het eo bet e c’hell an dour mirout efed ur volekulenn tra ma ne chom roud ebet muzuliapl eus ar volekulenn-se ennañ. Gwir pe c'haou ? Sur eo e talc’h an dour en e greiz memor ar gloazioù graet outañ gant Mab-den. Saotret, dismantret e ribloù, aloubet e naoz, toullbac’het etre mogerioù dinatur. Un nebeud barzhed e Breizh a oueze klevout ha priziañ kan ar richerioù. Er bed a-vremañ, hag an dour a zo deuet da vezañ mut pe an dud eo a zo deuet da vezañ bouzar ?
Skrivit ganeomp !
Ur sell dibar, goapaus pe lemm ha didruez a daolit ouzh ar vuhez hag ar gevredigezh a-vremañ ? Entanet ha barrek oc’h war un danvez resis ? Ur rubrikenn pe ur gronikenn ho pefe da ginnig ? Deuit e darempred ganeomp hep gortoz pelloc’h ! Lec’h a vo graet deoc’h, a-dra-sur, d’ar re foll ha d’ar re fur.
Embannit ho soñj
Digor eo ar sontadeg enlinenn diwar-benn stumm ha danvez ar gelaouenn. Sikourit ganeomp da gompren fraeshoc’h ar pezh emaoc’h o c’hortoz lenn en ho kelaouenn !
Sekretouriezh embann Bremañ : brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh



