Bremañ.fm

gant Skipailh Bremañ

Gant kronikenn radio kentañ Bremañ, kinniget e vo da selaouerien ar radio tro-dro Breizh keloù ar gelaouenn liammet gant ar c’heleier.

An abadenn gentañ a vo skignet d’ar 13 a viz Even e-kreiz an abadenn Tarzh an noz gant Liza Jakez Vargas ha Morgane Cotten. Savet gant Manon Deniau, klevet e vo Fulup Lannuzel o komz diwar-benn n°450 Bremañ ha Paol ar Meur o komz diwar-benn istor Bremañ.
Politikerezh, kevredigezh, lennegezh, atersadennoù : Bremañ a ginnig keloù eus Breizh hag ar bed bep daou viz, da lenn war baper pe war breman.bzh.

Skignet e vo ingal adalek deroù miz Gwengolo, skrivit deomp ma vefe alioù pe goulennoù ganeoc'h mar plij !

--> Gallout a rit selaou ouzh an abadenn e live gant Radio Naoned pe e podskign amañ.

Tarzh an noz ar Gwener 13 a viz Even 2025
  • Tanguy Philippe, mestr-prezegenner e skol-veur Naoned, a lâr hiroc'h deomp diwar-benn ar raktres europat Bagskol
  • Klevet 'vo Ruby Ibarra
  • Ur gronikenn nevez-flamm kronikenn ar gelaouenn Bremañ
  • Heuliadenn ar sizhun zo gouestlet da weladenn Roazhon asambles gant Sévérine Even, heñcherez. Un adskignadenn
  • Dibaboù Kaourintin, stajiad Skol an Emsav. Hiziv an daouad Talec-Noguet

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù