Unan eus obererezhioù pennañ eo bet c’hoariva e brezhoneg evit an emsav. Atav ez eus bet war an dachenn-se kalz a dud o labourat. N’eo ket liammet kement-se gant bed ar stourm ken ar c’hoariva, met deuet eo da vezañ un arz bev ha pinvidik, e brezhoneg.
Er penn-kentañ, displeget eo mat istor ar c’hoariva e Breizh e pennad Anaïs Mahé, ur master war an danvez he deus. Bez’ ez eus bet er bloavezhioù 70 ar pezh a vez anvet « c’hoariva stourm » gant strollad ar Vro-Bagan da skouer, gant Goulc’han Kervella. Met cheñchet eo an traoù abaoe. Kinniget e vez ivez ur sell war ar c’helenn dre ar c’hoariva gant Yann-Edern Jourdan.
Hiziv eo deuet da vezañ liesseurtoc’h an temoù er pezhioù-c’hoari. Gant leurennourien yaouank e vez muioc’h muiañ lakaet war well gwirioù ar merc’hed, ar revelouriezh, goulenn ar jeneroù, an divroañ, an heñvelrevelezh, an ekologiezh… Ar brezhoneg n’eo ket ken ur yezh da vezañ gwarezet nemetken, met ur yezh evit krouiñ : pouezus eo liammañ an dud an eil gant egile, gant mennozhioù e brezhoneg war stad ar bed.
gant Skipailh Bremañ



