Un anv touellus eo hini parrez Gwikomm (Bourg-des-Comptes) a zo hanter-hent etre Roazhon ha Redon. Hervez lod e teufe seurt anv eus pinvidigezh an Aotrou Auffray Lescoët, mestr domani ar Boschet ha dreist-holl kentañ Prezidant lez-kontoù Breizh a oa staliet e Naoned er XVIvet kantved. An anv « kontoù » en dije degaset d’ar barrez ouzhpenn an arc’hant. Tud all a grede e oa stag an anv « kont » ouzh bezañs un noblañs niverus er vro, ken puilh eo ar manerioù hag ar c’hestell en trowardroioù. Alese ar ger « kontoù », ar pezh a zisplijas ken-ha-ken d’an dispac’herien c’hall, ken e oa bet divizet
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



