Ar gumuniezh-se a zo anezhi abaoe pell. Bevañ a rae etre Arc’hantina ha Chile. Savet e oa bet gant meuriadoù eus ar vro evit en em sikour a-enep alouberien an impalaerezhioù inka ha spagnat da-heul. Deuet e oant a-benn evel-se da dalañ ouzh o enebourien e-pad kantvedoù. Padout a reas betek dizalc’hiezh ar Stadoù nevez. Skarzhet e voent diouzh o douaroù neuze ha bodet e « parkoù ». Dilezel a rejont ar gevredigezh hengounel ha kouezhañ en ur baourentez korf ha spered. Daoust da se e talc’h ar rummadoù yaouank, hiziv an deiz, da stourm evit o gwirioù hag evit distreiñ d’o bro.
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



