Lennerien ger,
Setu gant ar bloaz nevez ar Bremañ nevez ! Gant ma plijo deoc’h. Evel a weloc’h ez eus un tamm mat a cheñchamant e-barzh ar maner. Cheñchet eo nodrezh korf an testennoù : troadek eo hiviziken, evit aesaat al lenn. Cheñchet ivez framm ar pajennoù gant div pe teir c’holonenn, roet buhez d’ar skeudennoù dre liesaat o stummoù… Hag e-kreiz pajennoù e… gwenn-ha-du. Biskoazh kement all ! Daoust hag o vont war-gil e vefemp ‘ta ? emezoc’h-c’hwi. N’omp ket, anat deoc’h. O reiñ lusk d’ar gelaouenn, ne lâromp ket. Evel a gomprenoc’h moarvat ez eus amañ un doare da espern un tamm, gant ar soñj dresañ budjed Bremañ peogwir eo kresket bras-spontus koust ar moullañ en daou vloaz tremenet. Abalamour da se e oa deuet da soñj deomp e oa aze un digarez da adframmañ ar vaketenn evit reiñ ur bannac’hig avel fresk d’ar gelaouenn war ar memes tro.
Degaset eo an avel fresk gant kenurzhierez nevez hon embannadurioù e ti Skol an Emsav. Trugarez vras ha degemer mat da Alice Armenio Coïc !
Setu roet lañs d’ur bloavezh kaer evit Bremañ e 2024, hep mar ebet.
Emañ hor skipailh o labourat a galon vat evit kinnig ur gelaouenn puilh ha dudius deoc’h, embannet bep daou viz keit ha ma vo tu, hag enlinenn ivez a-raok pell.
Skrivit ganeomp !
Ur sell dibar, goapaus pe lemm ha didruez a daolit ouzh ar vuhez hag ar gevredigezh a vremañ ? Entanet ha barrek oc’h war un danvez resis ? Ur rubrikenn pe ur gronikenn ho pefe da ginnig ? Deuit e darempred ganeomp hep gortoz pelloc’h ! Lec’h a vo graet deoc’h, a-dra-sur, d’ar re foll ha d’ar re fur.
Plijadur deoc’h é lenn, gant hor gwellañ hetoù a levenez, prosperite ha brezhoneg bemdez !
Embannit ho soñj
Digor eo ar sontadeg enlinenn diwar-benn stumm ha danvez ar gelaouenn. Sikourit ganeomp da gompren fraeshoc’h ar pezh emaoc’h o c’hortoz lenn en ho kelaouenn !
Sekretouriezh embann Bremañ : brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh



