gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den
200g gwispid speculoos pe paledoù bruzunet
100g amann teuz
2 vi
100ml chug orañjez
400g keuz « Philadelphia »
3 follenn gelatin
- Lakaat ar melenoù-vioù, ar chug orañjez hag ar sukr da boazhañ en dourgib (gant div gastelodenn).
- Basañ an aozennoù-se betek ma vint poazh, tomm hag eonennek.
- Ouzhpennañ ar c’heuz Philadelphia hag ar follennoù gelatin blotaet gant dour yen.
- Meskañ an amann teuz gant ar gwispid bruzunet ha lakaat ar meskad e-barzh ur moull ront en ur flastrañ anezhañ.
- Basañ ar gwennoù-vioù en erc’h ha meskañ gant an aozadur kentañ.
- Skuilhañ er moull ha lakaat er yenerez e-pad 4 eur da nebeutañ.



