Gwastell-geuz gant orañjez

gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den

200g gwispid speculoos pe paledoù bruzunet
100g amann teuz
2 vi
100ml chug orañjez
400g keuz « Philadelphia »
3 follenn gelatin

  1. Lakaat ar melenoù-vioù, ar chug orañjez hag ar sukr da boazhañ en dourgib (gant div gastelodenn).
  2. Basañ an aozennoù-se betek ma vint poazh, tomm hag eonennek.
  3. Ouzhpennañ ar c’heuz Philadelphia hag ar follennoù gelatin blotaet gant dour yen.
  4. Meskañ an amann teuz gant ar gwispid bruzunet ha lakaat ar meskad e-barzh ur moull ront en ur flastrañ anezhañ.
  5. Basañ ar gwennoù-vioù en erc’h ha meskañ gant an aozadur kentañ.
  6. Skuilhañ er moull ha lakaat er yenerez e-pad 4 eur da nebeutañ.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù