Ur rummad lennegezh par d’ar re all eo ar skiant-faltazi, daoust ma ’z eo bet disprizet gant kalz a lennerien. Kontet e vez darvoudoù en endroioù m’eo disheñvel an teknologiezhioù enno diouzh hor re. Seurt endroioù faltaziek a c’hell bezañ lakaet en amzer dazont, e bedoù kenstur pe war blanedennoù all. Er c’hontrol eus ar moliac’h1 n’eus hudouriezh ebet er skiant-faltazi. Ul lennegezh danvezelour eo. N’eus ket bet kalz skrivagnerien vrezhonek troet ganti e-pad an xxvet kantved. Oberennoù skiant-faltazi a oa bet skrivet abred gant Bretoned koulskoude, e galleg, Le Monde tel qu’il sera er bloavezh 3000, gant Émile Souvestre e 1846,
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



