Ingenuity, un ardivink-nij, zo deuet a-benn da zibradañ diwar ur blanedenn all evit ar wech kentañ en istor mab-den. gant Yvon Bourles Ur video berr eus an nij zo bet graet gant ar rover Perseverance en doa kaset ar viñsaskellig en e vourzh d’ar blanedenn Veurzh. Gwelet a reer ennañ Ingenuity o tibradañ hag o sevel betek 3 metr uhelder e-pad 39 eilenn. Berr e oa an nij graet d’an 19 a viz Ebrel, met ur gwir daol-kaer e oa : ret e oa bet d’an ijinourien diskoulmañ meur a gudenn diagent. Leviañ un viñsaskellig a-bell… Abalamour d’ar pellder (280 milion
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.