Ar ganevedenn he seizh liv

gant Tangi Legavre

En e film The Tenant (1976) e kinnig Roman Polanski un diac’hinad1 d’an arvesterien:

“Ma vije troc’het ur vrec’h diouzhin, lavarout a rajen : me ha ma brec’h. Ma vije troc’het ur c’har diouzhin, lavarout a rajen : me ha ma gar. Ma vije troc’het ma fenn diouzhin, lavarout a rajen : me ha ma fenn… pe me ha ma c’horf ?”.

Se a ziskouez eo dibar arouez ar penn en aozadur an identelezh. Techet eo an den da veizañ e benn evel kreizenn e spered. Seblantout a ra an empenn bezañ un organ kevrinus ha luziet. Diaesoc’h c’hoazh eo kompren anezhañ pa dro hennezh en un doare digustum. Ur marzh eo sellout pizh ouzh tresadenn zivent ur gêr, n’eus ket anezhi, savet dre zorn ampart ur c’hrennard ha na oar ket komz gant e amezeien. Sebezus eo selaou un den, tapet gant an azoniad2 Asperger, tennañ gwrizienn π (pi) e-pad eurvezhioù hep fazi ebet. En e levr Born on a Blue Day e klask Daniel Tammet sevel ur pont etre an denelezh ordinal hag ar re o deus resevet donezonoù dianav. Displegañ a ra e tiskoulm ar c’hudennoù matematik luzietañ dre al livioù hag ar stummoù. Melen ha flemmus eo seizh, ruz ha ront eo daou, kuñv ha gwer eo nav. Estreget an aoteien3 uhel o efedusted a c’hell meizañ ar gwirvoud dre al livioù. Graet e vez kevelverzh4 eus an donezon-se. Alies e vez gwelet an dud donezonet-se o labourat er metoù arzel. Gellout a ra o mod personel da seniñ bezañ kizidikoc’h eget hini ur sonour ordinal. O seniñ ar siñfonienn n°7 gant Chostakovitch e wel ar c’hevelverzheg linennoù difenn Leningrad o terc’hel sonn dirak kirri-hobregonet an Trede Reich. Diskoachañ a ra kevrinoù an oberenn arzel dre e sell diabarzh. An hini n’eo ket kevelverzhek5 a c’hell heuliañ roudoù Aldous Huxley (The Doors of Perception). Ret eo dezhañ lonkañ un tamm meskalin, pe lakaat un tamm paper spluiet gant trenkenn lisergek6 dindan e deod. Korolliñ a raio trouzoù ar bed dirak skramm e zaoulagad serret, stummoù skedus ha livet-kaer warno, evel ur ganevedenn he seizh liv.

  1. Diac’hinad : paradoks ↩︎
  2. Azoniad : sindrom ↩︎
  3. Aoteg (aoteien) : autiste(s) e galleg. ↩︎
  4. Kevelverzh : synesthésie e galleg. ↩︎
  5. Kevelverzhek : synesthésique e galleg. ↩︎
  6. Lisergek : lysergique e galleg ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù