gant Skipailh Bremañ
Dek vloaz zo e oa bet anv eus enskrivañ Marzoù Breizh [s.o. Marzoù merzus e
niv. 333-334 Bremañ, ha Harzoù an Istor e Kastell-Briant e niv. 349] e roll an UNESCO. D’ar c’houlz-se e oa bet embannet gant ar re a faote dezhe kas al labour-se da benn e vefe hir-hir an hent ha diasur an disoc’h (dav eo menegiñ n’eus nemet ul lec’h e Breizh rik enskrivet e roll glad bedel an UNESCO : tour Vauban Kameled, an eil zo rannet etre Breizh ha Normandi). N’eus keloù ebet evit c’hoazh. Estreget kestell (lod anezhe brudet-mat) ar Marzoù zo, evel-just. Ar savadurioù bras ha boemus-se, niverus dre ar vro, a oa anezhe kreizennoù politikel, armerzhel ha sevenadurel, ha dreze e c’heller neuze kaout ur ouiziegezh vras diwar-benn Istor ar vro hag an dud a veve enni. Ar pennadoù en niverenn-mañ zo anezho un doare kouvi da gentañ penn, ur gouviadenn da vont da weladenniñ an testoù-se eus buhez an dud er vro gwechall, ur gouviadenn da glask gouzout hiroc’h diwar o fenn. Lod zo brudet ha graet mat war o zro. Lod all zo kouezet en o foull koulz hag en ankounac’h, dilezet hag en ur stad truezus. Lod all c’hoazh, evel kastell Rocher-Portail, zo bet miret en ur stad espar, anavezet gant nebeut a dud er vro ha kalz a draoù a chom da ziskoachañ ennañ. Lennadenn ha baleadenn vat deoc’h.