Savet e oa bet ur c’hastell e Brest gant ar Romaned etre fin an IIIde kantved ha penn-kentañ ar IVvet. Klasket ez eus bet kompren ar perag eus an dibab-se. Meur a vartezeadenn zo bet graet. Soñjal a rae d’an istorourien e oa bet savet ar seurt kestell evit difenn an aodoù a-enep troioù preizhañ aozet gant meuriadoù germanek a c’helle kas kadourien war vor. Ur vartezeadenn zisheñvel zo bet kinniget gant Patrick Galliou ha Jean-Michel Simon. gant Paol ar Meur Pa oa bet aloubet keoded an Osismed, meuriad galian Penn-ar-Bed, gant ar Romaned, e voe terket ganto kêrioù diouzh
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



