Kontañ eus 1 betek 10, divinout anvioù al loened gant ho pugale… Sed aze ar pazennoù kentañ evit treuzkas ar yezh : c’hoarzhin, kanañ pe selaou pozioù e brezhoneg ! Setu ar pezh a ziskouez deomp tezenn Katell Chantreau soutenet e 2022 e skol-veur Roazhon-2 : e-kreiz ar jeu emañ ar blijadur.
Gwir eo ne chom nemet 107 000 brezhoneger d’ar muiañ hervez sifroù studiadenn ar Rannvro embannet e miz Genver 2025. Met mat eo derc’hel soñj eo ar vrezhonegerien nevez yaouankoc’h ha mennetoc’h. Krouet e vez traoù gant lod anezho evit mont war-raok : rouedadoù familhoù e brezhoneg, strolladoù lec’hel evit en em sikour an eil egile, darvoudoù en o yezh gant ar gevredigezh KEAV. Fetis eo ar raktres 1000 Familh, lañset e miz Gwengolo 2025. En niverenn doubl-mañ e vo graet anaouedegezh gant ar familh Vignaud e Roazhon, hag a gemer perzh er raktres-mañ savet gant Mazeaz ar Brun.
Emañ an hañv o tont, gant An Taol-Lañs ha Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB), teir noz ha daou zeiz-pad e fin Miz Even. Kaozeet ha kanet e vo e brezhoneg du-hont. Warlene e oa lakaet tan war al leurenn gant an daouad rap Plouz&Foen hag ar strollad death metal Tanork. Ar bloaz-mañ e vo gant ar ganerez Sarah Floc’h a-stroll gant ar strollad Fleuves. Vad a raio ar C’haraoke Social Club evit kanañ forzh pegement asambles ! Setu unan eus raktresoù nevez GBB. Treuzkaset e vez ur yezh pa vez graet ganti, forzh peseurt mod e vefe. Sed aze ar pep pouezusañ : karout ar yezh, ober ganti ha bezañ skoazellet d’he zreuzkas ma ne vezit ket en ho pleud ganti c’hoazh.



