Ar bloaz-mañ e vo raktresoù nevez-flamm e Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB). En o mesk ez eus daou hag a laka ar brezhoneg war wel dre ar c’horf, en ur c’hoarzhin, peotramant en ur ganañ, d’ar Sadorn 27 a viz Even. Setu GBB Komedi Klub savet gant skipailh ar gouel hag ar C’haraoke Social Club, kaset da benn gant ur strollad mignoned mennet da lakaat an dud da gaout plijadur en ur soniñ kanaouennoù milvrudet. Ur pennad skrivet gant Claire Le Moing En diskaramzer 2025 e oa bet lañset leurenn gentañ ar Brezhoweb Komedi Klub en Alre, er Mor-Bihan.
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



