Penaos e vez lâret “robot” e brezhoneg ? Robot !
gant Anton Chatelier
Hep mar e ouiit mat-tre e oa bet badezet ar “robot” modern get Karel Čapek, ur skrivagnour a vro Tchekia. En e bezh c’hoariva skrivet e 1920, ”R.U.R”, e saver robotoù da labourat e-lec’h an dud. O anv, robot, a dalv “labour aner” e tchekeg. Ha eñ pellgar d’an alamaneg arbeit (labour).
Ne vo ket kaset c’hoant d’an den da vonet d’e zevezh-labour get etimologiezh ar brezhonek naket avat rak ar ger labour a za diàr ar latin labor hag a dalve kement evel “poan” pe “striv”. Sammiñ a ra trevell, kenderv d’ar galleg “travail”, talvoudegezhioù a-bep sort ivez : labour, trubuilh, striv ha beaj… tre-ha-tre evel ar saozneg travel.

A-raok ar c’h-Clud-Med ne oa ket ur blijadur monet da veajiñ ! Ne oa ket sur an hentoù gwezharall ha peadra a oa da gemer e lod a drubuilhoù gete ! Tchekeg, latin, galleg,… Ur sapre laer eo bet ar brezhoneg hrevez-an-dailh met menn ema ar ger keltiek ? Hennezh zo aet da guzhat ! Ha mat me a lâr deoc’h ! Adsavet eo bet ar wrizienn *werg- pe *worg- e hengeltiek (“oberiant”), pellgar d’ar saozneg work evel-rezon. Kavet e vez en anvioù-tud hag en anvioù-lec’h kozh evel hani kêr Vorgium, anv kozh Karaez, diàr *Uorgion… Ur sort “takad labourerezh” (TL) e oa Karaez en Henamzer ? Un dra zo sur atav e c’heller lenn en ur gloz henvrezhonek ag an XIXvet kantved : gerg = efficax e latin. Emdroadur ar *werg– kozh eo ! Na bremañ ? Ha kouezhet eo ar gerg-se diàr rod ar vuhez da vat ? D’eo ket sur, hrevez ar yezhour Pierre-Yves Lambert e vehe bev c’hoazh, ur ger bihan a vro Gwened : gerc’h “prim” pe “gredus”.



